Un aztaol, eus al latin retro (as/az) tabula (taol) altaris (aoter) zo ar c’hinkladur lakaet a-serzh en adreñv d’an daol-aoter. N’eo ket anavezet e pep lec’h ar ger Aztaol, koulskoude ez eo an hini tostañ ouzh ar wrizienn latin. Kavout a reer kalz aliesoc’h an droienn stern-aoter, testeniekaet kerkent ha 1732 hag, en un implij disterañ, kein-aoter, gorre-aoter, lein-aoter ...

E penn-kentañ ar marevezh kristen e oa anezhañ ur varlenn simpl a-dreñv d’an aoter ma veze renket traezoù al liderezh warni. E-pad ar Grennamzer hag an Azginivelezh ez eas tamm-ha-tamm da get ar perzh-se evit lezel ur plas larkoc’h d’ar skeudennadurezh a lak da dalvezout an aoter hag a vroud devosion ar feizidi.

Da heul Sened-iliz Trent, pa grog an arz barok d’en em astenn, ar stern-aoter a zalc’h ur plas pouezus el lec’h sakr gant e ginkladur stank ha fonnus a ro, ouzhpenn lusk ha nerzh d’ar stummoù, un neuz dramaek ha solen d’an hollad. Ar skeudennadurezh-se a c’hoari ur roll bras evit dihuniñ ha kelenn ar feiz d’ar gumuniezh kristen. Al luskad arzel-se, douget gant pinvidigezh armerzhel ar Vro, a en em ziskouez splann gant ar sternioù-aoter breizhek, bet savet, dre vras, e dibenn ar XVIvet hag ar XVIIvetkantved.

Dre vras e vez o zres heñvel ouzh ar c’henaozadur a weler dindan a c’hell bezañ simpl-tre pe kempleshoc’h, hervez danvez ar fabrik. E koad int e traoñienn an Elorn, war-bouez aztaolioù an Dreinded ha Yann-Vadezour e Sizun a zo bet graet e tufev (un darn hepken evit an eil). Ar ginkladurezh a c’hell bezañ barok pe klasel hervez mare o c’hrouidigezh.

Kenaozadur an aztaol

1Ar panelloù :
Taolennoù livet, izelvosoù kizellet, delwennoù, kement a ginkladurioù hag a c’hall bezañ gwelet warno.
Er banell greiz e vez skeudennet an tem ( amañ e weler ur Werc’hez-a-druez) pe ar sant en deus roet e anv d’an aoter. Ar panelloù kostez a c’hall reiñ ec’honded d’an aoter. Peurliesañ e vez frammet ar panelloù-se gant kolonennoù.

Kavout a reer aztaolioù gant div daolenn, teir zaolenn, pe meur a daolenn

2Ar gouribl  :
An isrizenn, ar c’houriblenn hag ar c’hourizenn a ya d’ober ar gouribl a dalv da skorañ ar gurunidigezh.

3Ar gurunidigezh :
Amplaat a ra solenniezh an hollad dre lakaat da soñjal e bed an neñv. Kinklañ liesseurt a gaver : Doue an Tad (an Tad Peurbadel), ar C’hrist adsavet a varo da vev, koulm ar Spered-Santel, ur sant enoret dreist ar re all, un ael, un tres bleuniet... Ouzhpenn-se ez eus tresoù kinklet : podoù-tan, bleunioù en o faneroù, putto, cherubined...

4Ar banell izelañ :
Savet e vez gant ur plankenn hepken pe gant meur a banell vihanoc’h ma vez kontet warni istor an tudennoù santel skeudennet a-us dezhi.
E-kreiz emañ an tabernakl ennañ an ostivoù kensakret. A bep tu dezhañ e c’heller kavout : kinkladurioù, izelvosoù kizellet, pe c’hoazh delwennigoù a sent.

5An daol-aoter :
Kalonenn an iliz eo an aoter, eus ar ger latin « altare », a zo an daol gensakret ma vez lidet an oferenn diouti.

6Koufr an aoter :
Al lodenn war an araog zo anvet antependium.

7Ar pazennoù :
Dibradet e vez an aoter-vras (aoter bennañ an iliz) peurliesañ evit ma c’hello ar feizidi he gwelout dre bevar c’horn an iliz. Ar pazennoù, anvet ivez derezioù, a c’hall bezañ a niveroù disheñvel.