Karnel Sant-Servez ( bet implijet evel ti-labour gant Yan’ Dargent )

Enno e veze degemeret relegeier ar re varv.

Betek dibenn an XIXvet kantved e veze graet "relegouer" eus al lec’h ma veze degemeret ennañ eskern ar re varv hag e veze anvet al lec’h-se « kraou an eskern / karnel » e Breizh. N’eo ket ken kozh-se al lavar "karnel". Kemer a rejont an anv-se daoust ma ne veze ket lakaet askorn ebet eno ken.

Liammet eo o istor gant lidoù beziañ ar re varv. Er Grennamzer e c’helle ar gloer uhel hag ar familhoù noblañs pennañ kaout ul logell-vez e-barzh an iliz, da lavaret eo, ur bez familh harp er voger. Ar boblañs, evit he lod, a veze douaret en-dro d’an iliz. Tamm-ha-tamm e c’hounezas an donezonerien, d’o zro, ar gwir da berc’hennañ o bez en iliz. Ne veze ket aotreet ar c’hiz-se e Breizh hepken, rak kavet e veze ivez ar memes mod e rannvroioù’ zo e Bro-C’hall. Soñjal a rae ar boblañs e sachfe ,evel-se, er bed all, sell madelezhus Doue outo !

El lodenn gentañ eus ar XVIIvet kantved ez ae war gresk, e Breizh, niver an dud sebeliet en ilizoù ha dont a reas boas ar c’hiz-se zoken, e dibenn ar XVIIvet kantved, gant ur gwir da baeañ , evelkent : [1]. Seul geroc’h e oa ar gwir-se m’edo ar bez tost d’ar chantele.
Dre ma oa enk ar savadurioù e veze ret tennañ an eskern kozh hag o c’haset d’ar garnel evit lezel plas da eskern an dud a-nevez-varvet.

Ar re goshañ eus ar c’harnelioù-se a zo eus ar XVvet kantved. Da gentañ e oa savadurioù bihan, distro er vered, pe stag ouzh an iliz (karnelioù-stag). Evit aveliñ al lec’h e veze toullet ha digor an talbenn, hep prenestroù na dor outañ. An dremenerien a c’helle gwelet an eskern berniet, sparfañ anezho gant dour benniget ha prederiañ war ar bed hag e vogidelloù. Adalek ar XVIvet kantved e kaver karnelioù brasoc’h. Dont a reont da vezañ elfennoù diazez ar c’hlozioù-iliz ha tennañ a reont splet eus pinvidikaerezh ar savouriezh, evel e Plougonven, Pleiben, Sizun, Gwimilio, Ar Merzher, Ar Roc’h -Morvan … Lod anezho ne resev ket mui eskern hepken met servijout a reont ivez da lec’h a bedenn hag a lid-kañv.

Beziañ an dud en ilizoù, koulskoude, a zegasas diaezamantoù : pavezioù distabil ha c’hwezh ar vreinidigezh. E 1689 e oa nec’het Parlamant Breizh gant stad fall al leurioù en ilizoù. E 1710 e c’houlennas eskob Kemper ma vefe rentet digoust an douaridigezhioù er beredoù en aer vras ha berzañ a reas ouzh ar veleien da « sebeliañ en ilizoù, war-bouez re o doa dija o logell-vez ». Padal, e 1719 - hag adarre e 1741- e rankas Parlamant Breizh adneveziñ ar verz-se, o tegas da soñj, ar wech-mañ, eus dañjer ar c’hleñvedoù-red... An douaridigezhioù en ilizoù a gendalc’has avat da vezañ meneget betek ar bloavezhioù 1760 ha 1770, ar pezh a zegasas darvoudoù gant ar pennadurezhioù. Disklêriadur roueel Loeiz XVI, d’an 10 a viz Meurzh 1776, a zifennas sebeliañ an dud en ilizoù nemet evit an dud a renk uhel. E miz Kerzu 1790 e voe kadarnaet an difenn-se gant ar Vodadeg Vroadel. Diwar-neuze e teuas da vezañ raloc’h da ober an disterañ gloazadenn d’al lezenn.
Er beredoù e kaver neuze muioc’h-mui a blas ha, dre ret, nebeutoc’h a eskern da dreuzkas e-barzh ar c’harnelioù a gollas, dre se, o zalvoudegezh pennañ. Lod a voe diskaret. Lod a viro c’hoazh relegeier ar re varv e-pad ur pennadig, lod all a servijo da chapelioù pe da diez-annez (Sant-Tomaz Landerne) pe c’hoazh da skolioù (Ar Roc’h-Morvan)…
Nevesoc’h zo ez eus kumunioù o deus miret al lec’h-se evit brudañ ar glad.

[1- Ar gwir-"poulla" (poull=toull), ar gwir roet d’ar famillou da zebelia o zud varo en neo-iliz : kroaziou ha kalveriou or bro , pennad 20, pajenn 88 : Y.P.CASTEL, Minihi-Levenez -1997-