Lost-lamp - Porched iliz Tremaouezan 29


 
Al lost-lamp zo ur maen-korbell, da lavaret eo, ur maen a valir diouzh tal ur voger, e stumm ul lamp-iliz ,(alese e anv), hag a dalvez da harpañ ur golonenn, un askouezh-gwareg, nervennoù-bolz, un delwenn... Anvet e vez lost-gwareg pa vez bihan e vent.

Er savadurioù gotek e vez roet dezhañ, mui-pe-vui, stumm un hanter-grennbikern hag e talvez da harpañ unan pe meur a askouezh-gwareg. Anvet e vez "sichenn" pa vez savet un delwenn warnañ.

Kizellet e vez a-wechoù : (maskaradennoù, moulladurioù, delioù...).

Lost-lamp kentidik
Geriadur poellek ar savouriezh gall eus an XIvet kantved d’ar XVIvet kantved. Eugène Viollet-le-Duc. Wikisource.org
Lost-lamp - Iliz-Veur Laon
Geriadur poellek ar savouriezh gall eus an XIvet kantved d’ar XVIvet kantved. Eugène Viollet-le-Duc. Wikisource.org