
Anvioù roet d’ar c’hinkladurioù war valir e mein kizellet a denn o stumm d’un droellenn, heñvel ouzh broñsoù rodellek an delioù - ar raden da skouer - hag a veze implijet kalz dija er c’hizelladurioù romanek kerkent hag an XII vet kantved.
Kavout a reer anezho kizellet war ar gouriblennoù, an togoù-piler ha peurliesañ war skoazioù an togelloù, war an talbennoù, ar pinakloù ha korzennoù ar c’hloc’hdioù.
Diwezhatoc’h, war ar savadurioù a c’hiz gotek flammek, e kaver muioc’h-mui delioù oc’h ober anezho, evel delioù kaol-frezennek, delioù boked ar pasion ...
E Breizh, kreier a gaver o kinklañ an ilizoù eus ar XVvet d’an XVIIvet kantved, zoken ma vez diaes da gizellañ munudoù ken mistr er greunvaen abalamour d’e greunennoù tev. En ur maen teneroc’h eo, ar C’hersanton, e veze graet ar c’haerañ oberennoù. Ur skouer vat, ma ‘z eus unan da venegiñ, eo hini porched iliz Landivizio, bet savet gant Bastian ha Herri Prijent er XVIvet kantved.
E-kerzh an Azginivelezh e vez dilezet tamm-ha-tamm tres an delioù gant an artizaned ha roet e vez ur plas brasoc’h d’ur c’hinkladur troellennek hag a gemer stumm ur "S" a-wechoù.