Ar chapel-vadeziñ zo eus ar XVIvet - XVIIvet kantved.
Stel ar maen-font graet e kersanton ha c’hwec’hkognek e stumm a zo klasel e neuz.
Ar c’hustodoù zo seizh delwenn lieslivet e kersanton enno, bet kizellet gant Roland Dore a zo anavezapl e labour dre e ampartiz da gizellañ plegoù an danvez, blev ha dremmoù an dud.
Anavezout a reer an Tad o tougen korf marv e Mab, sant Pêr, an avielourien sant Mazhe, sant Mark ha sant Yann, doktored veur an Iliz sant Aogustan ha sant Gregor.
Gallout a reer soñjal e oa gwechall un daouzek delwenn bennak oc’h ober ar strollad kaer-kenañ-se. Mankout a ra, da nebeutañ, sant Lukaz an avieler hag an doktored sant Ambroaz ha sant Jerom. War a seblant e oa bet treuzkaset delwenn sant Jerom e porched ar c’hloc’hdi abalamour ma oa bet troc’het he fenn.
Ar gador-brezeg zo eus 1744.
Frañsez Leskelen eo, kizeller e Plouziri, an hini en doa kizellet kadorioù-kofez an iliz hag ar gador-brezeg.
Homañ zo kinklet gant izelvosoù, simpl a-walc’h o stil, o taolenniñ an avielourien hag ar Werc’hez gant he Mabig. An diskar-mouezh zo warnañ un ael eus an Diskuliadur ha koulm ar spered-santel er volz.
Neuze e c’heller gwelet deus amañ, ar beleg, awenet gant c’hwezh ar spered-santel, o kelenn istor santel buhez ar C’hrist - a zo ouzh ar groaz dirazañ - d’an dud fidel.