Stern-aoter Sant-Jozeb pe stern-aoter an Tiegezh Santel (1674)

 


 

Dirak ar stern-aoter barok-se, bet savet gant Maurice le Roux - anezhañ kizeller ha livour e Landerne - e vez tennet dreist-holl selloù ar weladennerien ouzh ar Mabig Jezuz a zo bleinet, gant an dorn, gant Mari ha Jozeb. A-bep tu dezho emañ santez Anna ha sant Joakim.
Ar strollad-se a ziskouez lignez douarel ar C’hrist. A-us dezhañ emañ koulm ar Spered-Santel hag er vedalenn eo skeudennet tec’h an Tiegezh Santel d’an Ejipt.
Evel-se eo skeudennet natur denel ha doueel ar C’hrist.
 
 
 
 
 
 

Stern-aoter ar Rozera (1669)

Savet gant Maurice Le Roux.
 

An arvest greiz a ziskouez ar Werc’hez o reiñ chapeled ar Rozera - n’eus mui anezhañ hiviziken - da sant Dominig ha santez Katell a Siena.

Ar strollad zo kelc’hiet gant pemzek medalenn alaouret a gont ar misterioù a levenez, a c’hlac’har hag a c’hloar a denn da vuhez ar Werc’hez. Kregiñ a reont gant ar C’hemennadur hag ez eont betek ar Werc’hez kurunet en neñv.

 
 
 

Stern-aoter Itron-Varia Bodiliz

 


 
 
Er chapelig Itron-Varia, e tu hanternoz ar chantele, emañ an aztaol a c’hiz barok-se hogen, an delwenn hag an izelvosoù a zo tro-dro dezhañ a zo eus ar XV vet kantved pe eus deroù ar XVI vet kantved.

Ar Werc’hez gant he Mabig zo dous ha moan a zremm, ar pezh a ro dezhi un neuz yaouank-flamm. He digorlez ha plegoù didro he dilhadoù a ziskuilh, muioc’h c’hoazh, doare ober ar grennamzer.

An izelvosoù alaouret a skeudenn ar C’hemennadur, ar C’hinivelezh, Azeulerezh ar rouaned, lazhadeg an Inosanted hag an tec’h d’an Ejipt.

 
 
 
 
 
 


 

Arvest ar C’hinivelezh a ziskouez deomp, e penn-traoñ, ur Mabig Jezuz en noaz, gourvezet war ur bastell eus mantell e vamm. Ar Mesiaz a zo ganet paour e-touez a re baourañ.
Koulskoude emañ e-kreiz an arvest rak un evezh bras zo lakaet warnañ gant an holl : sell madelezhus e vamm, bazh diwaller e dad, c’hwezhadenn domm an azen hag an ejen, biz ar vaesaerien.

Panell an tec’h da Vro-Ejipt a ziskouez an Tiegezh Santel hag an azen met ivez, a-bell, ur c’houer oc’h eostiñ hag ur bagad soudarded. An tudennoù diwezhañ-mañ a zalc’h soñj eus ur vojenn eus ar grennamzer, anvet « burzhud ar parkad ed ». N’eus roud ebet anezhi en Avieloù met brudet eo en Europa daoust ma vefe disheñvel a-walc’h hervez ar broioù.

 
 

Stern-aoter an aoter-vras (1699)

 
Gwilherm Lerrel eo, mestr-kizeller e Landivizio (1657–1715), en doa gwisket ar chantele gant ur pezh mell stern-aoter a c’hiz barok. Ret e voe stouvañ gwerenneg-veur ar penn-chantele a c’hiz Beaumanoir hogen, e voe miret ar prenestroù kostez a-benn sklêrijennañ ar chantele.
 
Ar rann uhelañ
Delwennoù bras a valir ar chantele. Sant Paol ha sant Pêr a zo war an uhel a-us d’an aoter. War an tu dehou emañ sant Paol-Aorelian o rouzañ aerouant ar baganelezh en ur lakaat e stol en-dro d’e c’houzoug. E-tal dezhañ, delwenn Rafael o heñchañ Tobi, lusk ha nerzh roet dezhi gant an arzour. Skeudenniñ a ra an devosion d’an ael-mat, brudet d’ar mare-se.
 
 
Ar rann izelañ
Izelvosoù alaouret a ziskouez mareoù eus ar Bibl oc’h embann sakramant an aoter, en enep d’ar brotestanted.
Anavezout a reomp, en urzh, aberzh Isaak, Melchisedek o kinnig bara da Abraham, kentañ Pask yuzev, ar mann en dezerzh, ar Goan ziwezhañ hag ar C’hrist ouzh taol gant diskibien Emmaüs.

Kentañ Pask yuzev zo un eilenn eus un oberenn bet savet gant al livour hollandat Maarten van Heemskerck (1498-1572), anvet « Pask ar roue Josiaz ».
Ivez, tri fersonaj eus arvest ar Goan ziwezhañ zo tennet eus un daolenn eus Pêr Paol Rubens (1577-1640), anvet « ar pred e ti Simon ar farizian ».

Diskouez a ra splann ar skouerioù-se penaos e tegasas ar c’henwerzh a zalc’he Breizh gant an holl vroioù en Europa d’ar mare-se patromoù nevez war dachenn an arz.

Panell an aberzh Isaak a vefe ivez un eilenn eus un oberenn eus skol c’hall ar XVII vet Kantved. War ar banell diwezhañ-mañ ez eus tu da adsevel an danevell.

Ur gwiskamant zo war an douar. Hini Isaak eo, lakaet war-c’horre ar geuneudeg, sujet gant dorn e dad Abraham hag a zo prest da skeiñ gant e gleze. Met kerkent un ael en em ziskouezas dirazañ hag a lavaras dezhañ a-berzh an Aotrou Doue : « Abraham, ne astennit ket ho torn war ar bugel, ha ne rit drouk ebet dezhañ ! Anaout a ran bremañ emañ doujañs Doue en ho kalon rak evit sentiñ outañ n’ho peus ket espernet ho mab ».

War-dreñv e weler ar maout a vo aberzhet e plas Isaak, e gerniel kemeret en ur bod.
Sevel a ra Abraham e zaoulagad etrezek an ael a lavaras dezhañ : « me ho pennigo hag a lakaio an niver eus an dud eus ho lignez da vezañ par d’an niver eus ar stered a zo e barr an oabl … ».