
Adkempenn ar bloavezhioù 2000-2002 en deus addegaset d’ar sklêrijenn an hêrezh arkitekturel dibar-se. Ma kreder Leon Palustre [1] e vez gwelet e Bodiliz kizelladurioù ar c’hoadaj : « ar re heverkañ dre an niver hag al liesseurted a sujedoù skeudennet ».
Amañ, evel e Keryann ha Pleiben, ar c’hizeller, lesanvet « ar c’hizeller dizanv » gant Sophie Duhem [2] hag anvet peurliesañ « Mestr Pleiben », a brou e vestroniezh hag e anaoudegezh e-keñver patromoù an Azginivelezh c’hall.

E penn uhelañ eus ar volz glas steredek e weler un niver bras a aelez muzikerien ha gwiniderien o kinklañ pennoù ar poeñsonoù. Izeloc’h eo dalc’het distok ar mogerioù hag ar volz gant ar gwelteñvoù engeoliet. War-c’horre ar mogerioù, ar sablezennoù zo kizellet warno kinkladurioù pinvidikañ ha liesseurtañ hag, amañ hag ahont, e sav pennoù meurdezus ar blochedoù a-us d’ar goullonder.

Chapel ar Rozera
E pep korn ar chapel e weler blochedoù o skeudenniñ an Avielourien. War ar sablezennoù e kaver kizellet en un doare dinec’h, kichen-ha-kichen, tresoù relijiel kerkoulz ha disakr.
Evel-se e weler an aelez o kinnig pemp gouli ar C’hrist, an Dremm Santel hag un ostiz a-us d’ur c’halir dre m’emañ, diouzh un tu all, ar putti o tegas rezin d’ur vaouez noazh gourvezet en un emstumm gadalus – un tem awenet gant an Henamzer.
Un arvest all zo awenet gant ar Grennamzer. E-kreiz, ur varrikenn, a-zehou, un den war e grabanoù zo o leuniañ ur pint hag a-gleiz, ur vaouez gant ur gegel zo o tennañ war lost ur pemoc’h hag a zo o tistouvañ ar varrikenn. Skeudenn an evadeg iskis-se a c’hellfe seblantout direizh el lec’h-mañ ma ne vije ket, pelloc’h a-zehoù, ur preñv bras-meurbet o silañ e-barzh boull lagad ur c’hlopenn gant ar frazenn verr-se : « Respice finem » (Preder an termen) [3]. Diouzh an izelvos diwezhañ-mañ e teu neuze er spered evel ur vuhezoniezh o poulzañ ar berc’herien a sell outañ da brederiañ.

War-zu ar porched
Peadra ‘zo dreist-holl da chom bamet dirak ar blochedoù : sant Pêr gant e alc’hwez ha sant Paol o terc’hel ar c’hleze, sant Yann, divarv, e galir en e zorn ha santez Mari-Madalen gant he blev diskabellet o tougen ur podad c’hwezh-vat.
E-kichen ar porched emañ ael ar C’heloù Mad a gelc’h gant e zivrec’h an div geniterv Mari hag Elizabed bodet en ur jestr leun a deneridigezh. Digustum ha dibar da nebeutañ e vez da gaout ur skeudennadur arouezius eus an Enkorfañ o kendeuziñ, amañ en ur verradenn ikonografek, tem ar C’hemenn da Vari gant hini ar Weladenn da Elizabed. Ur pennad amzer hag un nebeud metrad ac’hano, ar Werc’hez a c’han Jezuz ma tiskouez un ael d’ar bastored.

A-live gant ar gador-brezeg
War ur sablezenn kizellet en uhelvos e weler tri marc’h-tenn korfet-brav a denn un arar gant rodoù kaset gant un arer. Dirak ar stern ez eus un den o hadañ greun-ed. An treust-mañ a zegas soñj eus galvidigezh al labour-douar e Bro-Leon, eus donedigezh abred an neveziñ teknikel er rannvro hag eus pinvidigezh an arerien.
Marteze e oa bet urzhiet gant unan anezho. Ne ra van an arzour ouzh ar redioù liammet ouzh ar seurt danvez. Ar c’hezeg a zo mentet mat hag ar baotred a seblant muioc’h pleget gant kaleter al labour eget gant enkadurezh an treust.

Dirak ar rizenn-se ez eus un den o vleniañ ur sternad kurius savet gant ul leon, ur marc’h-kornek hag ul loen diaes da anavezout. Stlejañ a reont ur c’harr karget a varrikennoù bras. Ar re-se a laka da soñjal er c’hementadoù bras a win a veze urzhiet gant ar fabrik evit ar bodadegoù parrez.

Gallout a reer soñjal ivez e stumm an daou dreust-se un hollad, skeudennadur eus bara ha gwin an Eukaristiezh, « frouezh eus ar winieg ha labour an dud ».
Treustoù all kizellet gant tresoù souezhus (maskaroned, satired ..) a sacho evezh ar weladennerien awenet.