luc’hskeudenn : Munud, iliz Sant-Houardon, 1859


 

Anvioù all Houarzon
Lec’hioù ha mare Ploueskad, Landerne, Sant-Paol a Leon er VIIvet kantved
Renabl Eskopti Kemper hepken
Arouezioù
Gouel Enoret e vez d’an 19 a viz Du
Buhezskridoù sent Breizh / Mojenn
Hervez ar vojenn e vefe deuet eus Breizh-Veur war vourzh ul laouer vaen. Dilestret en defe e Ploueskad e-lec’h m’en defe savet e beniti kentañ (e Landerne-Vihan e Ploueskad).
Ac’hano ez eas da Landerne ha sevel a reas ur manati nepell diouzh peniti Konogan. E 635, e teuas da vezañ eskob Leon war-lerc’h Konogan. Urzhet en defe sant Herve ha kemeret perzh gantañ e Sinod Menez Bre. E-pad ar pemzek vloaz eus ec’h eskobelezh, e roas ur skouer vat d’e dud fidel hag e tigasas eürusted dezho. Mervel a reas e 650.
Azeulidigezh
Aspedet e vez gant ar vartoloded
Sant Patron ar Fouilhez, e Menez-Are
Lec’hioù ma vez enoret sant Houardon e traoñienn an Elorn.
Landerne
> Iliz Sant-Houardon anvet dioutañ
> Iliz Sant-Houardon — Talbenn ar c’huzh-heol : delwenn, kersanton, XIXvet
> Iliz Sant-Houardon — Diabarzh : delwenn, koad lieslivet, XVIIIvet
> Iliz Sant-Houardon — Brec’h ar groazenn hanternoz : taolenn, Sant Houardon o treuziñ Mor-Breizh, dibenn XIXvet, gant Yan’ Dargent