Luc’hskeudenn : iliz Sant-Divi, XVIIvet


 

Anvioù all
Lec’hioù ha mare Aleksandria (Bro-Ejipt). Ganet war-dro 290 ha marvet war-dro 305-310.
Renabl Levr-merzherien roman
Arouezioù Kurunenn, rod, kleze, palmezenn ar verzherien, levr
Gouel Lidet e vez d’ar 25 a viz Du
Buhezskridoù sent Breizh / mojennoù
Ne gaver mann ebet diwar he buhez dre an istor. An danevelloù mojennel diwar he fenn a zo bet awenet dre he merzher hag ar vojenn alaouret, ul levr skrivet e latin gant Jakez a Voragine etre 1261 ha 1266.
Hervez ar skridoù-se e oa Katell, merc’h da roue Kostus, gwerc’hez ha kristenez, kaerañ ha desketañ plac’h hec’h amzer. Pa c’hourc’hemennas an impalaer Maxens d’e holl sujidi kinnig aberzhoù d’an idoloù, azeulet gantañ, e tivizas Katell en em sevel a-enep dezhañ goude bezañ klasket, en aner, kendrec’hiñ anezhañ eus bezañs un Doue nemetañ evit ar gristenien.
Maxens a c’halvas neuze hanter-kant prederour da enebiñ outi, hogen he a zeuas a-benn da gendrec’hiñ anezho gant talvoudegezh hec’h arguzennoù ha da dreiñ anezho ouzh Doue. Abalamour da-se e voe skourjezet ha bac’het Katell hag ar paourkaezh prederourien lakaet diouzhtu d’ar marv.
Un nebeud devezhioù goude e roas urzh d’he drailhañ war-bouez ur rod leun a boentennoù. Ha setu m’en em ziskouezas un ael hag a lakaas ar rod da darzhañ o lazhañ war-un-dro un niver bras a baganed. Neuze e c’hourc’hemennas an impalaer ma vije dibennet Katell. Douget e voe gant elez war menez Sinaï goude he marv.
Nagenniñ a reas an Iliz he bezoud alies, abalamour n’oa ket salv a zislavaroù an davenelloù, e-leizh a gammamzeriadoù peurgetket. Goude bezañ bet tennet hec’h anv eus an deiziadur roman e 1970 e voe adlakaet gant Yann-Baol II en abeg da zevosion ar bobl diwar he fenn.
Azeulidigezh
Aspedet e vez gant ar vaouezed o reiñ bronn, ar pezh a c’hell displegañ he brud. Erbedet e vez ivez evit gwareziñ tud ar mor diouzh ar peñseoù.
Kemeret e voe Katell da baeronez gant meur a vicher :
Barverien,charreterien, karrerien, kordenerien, kemenerezed, mezhererien, studerien, nezerezed gloan, gouarnerezed evit ar vugale, lignezerien, kaballerezed, milenerien, notered, magerezed, prederourien, plomerien, poderien, prezegerien, armoluderien, kemenerien, teolojianed, turgnerien ha... Merc’hed ar c’hoant dimeziñ ganto.
Lec’hioù ma vez enoret e traoñienn an Elorn
Bodiliz
> Iliz Itron-Varia – nev : delwenn, koad lieslivet

Kommanna
>iliz Sant-Derren – moger hanternoz : delwenn, koad lieslivet, XVvet-XVIvet

Dirinonn
> iliz Santez-Nonn – chantele : delwenn, koad lieslivet, XVIIvet
> iliz Santez-Nonn – lambruskoù livet ar volz : livadur, 1715, gant Pierre Bechennec ha François de Launay
> chapel Santez-Nonn – nef : delwenn, koad lieslivet, XVIIvet

Ar Merzher-Salaün
> iliz – chantele : delwenn, koad lieslivet

Ar Roc’h-Morvan
> iliz Sant-Erwan – jube, tu an hanternoz : kizelladur en uhelvos, koad lieslivet, XVIvet

An Treoù-Leon
> iliz– aoter-vras, tourell en tu dehou : delwennig, koad lieslivet

Gwineventer
> chapel Sant-Melar – a-zehou d’ar groazenn : delwenn, koad lieslivet, XVIvet-XVIIvet

Sant-Kadoù
> iliz – aoter hanternoz : delwenn, koad lieslivet, XVvet (?)

Sant-Divi
> iliz – kroazenn hanternoz : delwenn, maen lieslivet, XVIIvet
> iliz– gwerenneg-veur : gwerenn-livet, 1531, stal-labour Le Sodec (?)