El lodenn-mañ eus an iliz, savet diwezhatoc’h, e kaver sablezennoù giz klasel warno tresoù eeunoc’h. Kavout a reer ivez blochedoù kizellet mistr : ur Werc’hez gant he Mabig, ur vaouez gwisket-kaer o c’hoari lud, aelez o tougen binvioù ar Basion…


An delwennoù
An delwennoù, e koad liesliv, rummet ha renevezet, o deus adkavet o livioù orin.
A-gleiz, ar Werc’hez gant he Mabig (XVIvet), kran ha diginkl he neuz, en ul logell eus kostez diavaez ar porched.
A-zehou, un ael-letrin kaer-kenañ
Gallout a reer gwelet ivez : santez Katell a Aleksandria (XVvet), santez Marc’harid (XVIvet), ur C’hrist ereet (XVIIvet), sant Frañsez a Asiz merket gant ar c’hleizhennoù, sant Yann hag e galir, un diskenn eus ar groaz (a-zioc’h toull an nor).

Ur piñsin dour benniget