Ar sakristiri, harp ouzh tu hanternoz an iliz, zo un oberenn eus an arkitektour Kristof Kerandel. Achuet e oa bet ouzhpenn ur c’hantved goude an iliz ha kordañ a ra mat-tre ganti dre m’en doa kemeret preder an tisavour da ginklet ar pilerioù-harp gant tresoù heñvel ouzh re a gaver war an iliz.

A c’hiz klasel eo ar savadur daouestajek-mañ. Ronted e dourellenn, enni ur viñs-tro, a ro un neuz dibar dezhañ.

Ne oa ket peurechu c’hoazh savidigezh sakristiri Lambaol-Gwimilio pa voe juntet ar marc’had gant Kristof Kerandel evit sevel sakristiri Bodiliz, e 1677. Gwellaet e oa bet ar patrom gantañ evit sevel an oberenn a lorc’h-se a oa bet koustet dek mil lur-aour, pezh a oa ur sammad arc’hant bras-tre.

Ar c’hourizenn ledan, kinklet gant ur c’houriblenn rikamanet-kaer, a verk linenn an doenn war he moñselloù. Kenderc’hel a ra, didroc’h, a-hed penn uhel ar savadur mein, oc’h ober tro ar pilerioù-harp. Baleg strizh ar framm-prenestr, a-us d’ar gourin, a zo bet astennet gant resister betek en em gendeuziñ er c’hourizenn.