Santez Nonn

Santez Nonn a oa leanez e Bro-Gembre, alese e teufe he lesanv Nonn.
Gwallet e vije bet gant un Aotrou eus he bro, ar roue Xantus. Dougerez outañ, e rankas tec’hel d’en Arvorig.
Eno eo e c’hanas he mab, Divi.
 
Bevet he dije evel un ermit en ur c’hoad derv hag a zo deuet da vezañ Dirinonn Derv-Nonn da c’houde.
 
E-traoñ an tour-iliz, e-barzh ur c’hustod-kregin ha dindan un talbenn tric’hornek, e c’heller gwelet ur c’haer a zelwenn eus santez Nonn, patronez ar barrez.
An delwenn-se hag an tour-iliz a zo bet savet o-daou e 1588.

Mojenn santez Nonn ha sant Divi a zo bet livet, e 1676, war lambruskoù chantele iliz Sant-Divi. Gwelout amañ.