An oberenn-mañ, eus 1676, zo an hini vrudetañ a gaver en iliz. Hervez ar pezh a zo meneget en Dictionnaire des artistes du Finistère (SAF - Y.-P. Castel - T. Daniel - G.-M. Thomas) ha Maud Hamoury (La peinture religieuse en Bretagne aux XVIIe et XVIIIe siècles), Nikolaz Floch, ganet war-dro 1610-1615 ha marvet e 1683, anezhañ Aotrou Porzmorvan, mestr livour ha gwerour e Landerne, a vefe an hini en defe aozet an oberenn-mañ. Livet en doa ivez taolenn an Tiegezh Santel a gaver diskouezet a-us da nor ar c’hreisteiz e Lambaol-Gwimilio.
Al lambruskoù livet a zo bet rummet evel monumant istorel e 1912, ar pezh en deus roet tu da reneveziñ anezho meur a wech ( an hini diwezhañ e 1995) ha da wareziñ anezho diouzh un distruj dic’hortoz. Hervez Bernez Tangi e vefe bet awenet an arzour pe an hini en doa gourc’hemennet an oberenn gant un danevell eus buhez sant Divi, skrivet en XIvet kantved gant ar manac’h kembreat Rhygyfarch.
Buhez sant Divi zo kontet diwar-bouez c’hwec’h taolenn diskouezet en un doare heñvel-bev. E penn uhelañ eus an taolennoù, war un tal steredek, e weler togoù div golonenn o skorañ ur wareg-volz. Daou cherubin musikaner zo azezet a bep tu. Diouzh penn uhelañ ar wareg-volz ec’h en em zispak rideozioù hag a ro da soñjal er c’hoariva ma vefe c’hoariet ur mister, evel re a veze leurennet er Grennamzer. Daou cherubin all zo o nijal a-us d’al leurenn oc’h aroueziñ dorn Doue en danevell.
Er wareg-volz e c’heller lenn en enskrivadur e latin o tisplegañ ar skeudenn. E-traoñ pep taolenn ez eus ur skoedenn lêr droellennek hag a ro ur verradenn eus an arvest e galleg. Evit echuiñ, banderolennoù zo diouzh an istribilh war an daolenn evit sklaeraat, e latin, ar gerioù pe ar munudoù, evel al lagadennoù a gaver er bandennoù-treset hiziv an deiz.
Kemenn ganedigezh sant Divi
Klikit war ar skeudenn evit brasaat anezhi.
E-krec’h, a-gleiz, an arvest a ziskouez roue Kembre, Xantus, o tihuniñ dirak tud-a-lez. Emañ o paouez hunvreal. An enskrivadur e-traoñ al livadur a sklaera e hunvre :
« En em ziskouez a ra un ael da Xantus, tad an aotrou sant Divi, hag a embann dezhañ m’en em gavfe an deiz war lec’h, pa vefe o chaseal, gant ur c’harv, ur pesk hag ur barr-gwenan hag a ziouganfe santelezh e vab sant Divi. Ar c’harv a ziouganfe e virvidigezh, ar pesk e strizhentez hag ar wenanenn e furnez ».
Ur bagad marc’hegerien, gwenaerien ha chas zo o vont war-zu ur manati a ziskouez ar chase kontet e hunvre ar roue. Dirak ez eus un den o tiskouez ar c’harv gloazet hag ar pesk a seblant marv er-maez eus an dour, dindan gwrizioù ur wezenn gaer hag a zo ur barr-gwenan a-istribilh ouzh ur c’haol anezhi.
An tri diougan a gav o fared gant an tri donezon (trium donorum), miret da sant Divi tregont vloaz a-raok e c’hanedigezh, zo douget gant tri den betek manati Maucannus (sant Maugan ?).
Sant Patrig ha sant Divi
Klikit war ar skeudenn evit brasaat anezhi
An daolenn-mañ a ziskouez sant Padrig, war e daoulin, dezhañ en em ziskouez an ael. Izeloc’h emañ o kuitaat traoñienn Rhosina (Traoñienn ar Roz) heuliet gant e ziskibien, gwisket ganto dilhad ar gloer. E-kreiz, un den a zeu er-maez eus ur bez hag a-zehou, ur gêr gant kreñvlec’hioù : Portus Maugan eo, ha war ar mor, ul lestr o tont etrezek un enezenn : Hybernia.
Mil ha kant istor a c’hellfe bezañ kontet diwar skeudennoù ken puilh-se an daolenn : an enskrivadurioù a ro deomp ur ster :
- War ar c’hourizenn gromm, e latin Eodem tempore..., a c’heller treiñ evel : se : D’ar memes mare, sant Padrig, war urzh an ael, a guita traoñienn Rosina, evit mont da Iwerzhon, evit lezel Menevia da Z/Divi.
- En traoñ, er skoedenn e lenner : Un ael a gemenn da sant Patrig e rank kuitaat an draoñienn dudius-kenañ, miret d’an Aotrou sant Divi, a zlefe dont er bed a-benn tregont vloaz ac’hann ha mont da Hibernie (Iwerzhon) da vezañ abostol eno, ha lestrañ e Porzh Maugan. Sevel a reas Runither a varv da vev hag hen degasas d’e heul.
- War vanderolenn an aelez, e latin : Dit-te, n’eo ket al lec’h-se m’eo bet dibabet evidout gant Doue, hini Divi eo, na c’hoarvezo e c’hanedigezh nemet a-benn tregont vloaz ac’hann.
- Dindan an den o tont er-maez eus ar vez : Runither bet douaret amañ abaoe pemzek vloaz zo adsavet a varv da vev.
- A-us d’an eskob : C’hwi a vo abostol an Iwerzhon.
Ganedigezh sant Divi
Klikit war ar skeudenn evit brasaat anezhi
Amañ e teu an hunvre da vezañ gwir. En em zerc’hel a ra Xantus, war varc’h, dirak ul leanez. A-dreñv dezhi ez eus div roc’h oc’h ober evel ur vevenn hag a-zehou e weler ur vaouez o c’henel. Leurennet eo pep tra en un doare eleveziek.
War ar c’hourizenn gromm a c’heller treiñ ar skrid latin evel-se :
Ar roue Xantus a engehent David eus Nonnita wenvidik. Da vare ar c’hanedigezh e teuas daou vaen war wel.
Er skoedenn ez eus ul lennadenn all eus ar skrid e galleg :
Xantus, roue Kerne, hiziv an deiz Kembre e Bro-saoz, o kejañ gant santez Nonn, a engehent e vab sant Divi etre div roc’h deuet war wel dre vurzhud : Gwakaat a reas ar maen dindan pouez daou-ilin Santez Nonn pa oa o lakaat sant Divi, he mab, er bed.
Badeziant sant Divi
Klikit war ar skeudenn evit brasaat anezhi
War ar c’hourizenn e lenner : Badezet eo ar bugel ha gant an dour o strinkañ eo rentet ar sklêrijenn d’an dall, Mobus.
E-krec’h, a-zehou, un arvest all : un dudenn, gwisket gant dilhad tud a iliz hag ur varetenn war e benn. Ur vanderolenn a ro deomp da c’houzout emañ o komz. Dirazañ ez eus tudennoù.
Ma troomp ar banderolennoù e lenner : « David, stok ouzh ma daoulagad hag e vin pareet »
E-kichen, an enskrivadur : « Rentañ a ra ar gweled d’e vestr Paulinus »
Er skoedenn en traoñ e lenner :
« Belve, eskob Menevi, a vadezas sant Divi : Mobus, e baeron dall, a voe sklêrijennet en ur walc’hiñ e zaoulagad gant dour ar feunteun nevez : sant Divi, skolaer, a rentas ar gweled d’e vestr Paulinus, dre sin ar groaz. »
Heuliañ a ra leurenniñ an teir zaolenn gentañ un heuliad kronologel : an embann, an engehentadur ha badeziant sant Divi. Ar vadeziant a laka da welet ar pezh a oa bet embannet dre ar sinoù. Digeriñ a ra daoulagad d’ar re a zo dallet gant o gouiziegezh pe o douetañs.
Sant Divi e sened-iliz Brevi
Klikit war ar skeudenn evit brasaat anezhi
An daolenn-mañ a ziskouez sant Divi e sened-iliz Brevi. Lakaet eo bet bezañs ar merc’hed war wel. Ar sened-iliz-se a oa troet a-enep ar Belegiaded (Kentañ disivoud Iliz ar C’huzh-heol) : « Pelage/Pelagius a soñje dezhañ e c’halle pep kristen tizhout ar santelezh dre e nerzh e-unan hag e vennerezh hag izelaat a rae perzh ar c’hras doueel ... » . Dalc’het e voe Sened Brevi e 519 e Bro-Saoz evit stourm ouzh ar belegiadegezh.
Hervez an danevelloù kozh e savas an douar dre vurzhud dindan treid sant Divi evit ma c’hellje an holl dud e glevet o prezeg.
E skeudennadur a ziskouez plas sant Divi e-keñver sant Jermen an Auxerrois, sant Ildut, sant Paol Aorelian, ha sent diazezer all an Iliz e Breizh.
Bez’ e c’heller gwelet eo bet savet an daolenn-mañ hag an hini da-heul dre zorn un den all (ur c’hompagnun, un deskard ?).
Marv sant Divi
Klikit war ar skeudenn evit brasaat anezhi
An aozadur a zegas soñj eus livadur stern-aoter an tremenvan e Sizun, a ziskouez Dom Mikael an Noblez. Kavout a reomp munudoù boas a gaver en taolennoù o leurenniñ un tremenvan : ur c’hrusifi astennet d’an hini a zo o vervel, an nor digor war ar bed diavaez emañ war-nes kuitaat, ar C’hrist o tont war wel en Neñv...
En em groaziañ a ra div linenn : ar vanderolenn o tont er-maez eus genoù an dudenn gourvezet war ar stel-gwele hag ar groaz douget gant ar C’hrist en ur goumoulenn gant aelez. Er vanderolenn e lenner : « tolle me post te », « Kemer ac’hanon tost ouzhit ».
Ar skrid latin war ar c’hourizenn a c’hell bezañ troet evel-henn : « Chom prezant, ô sant Patron, tost d’ar re a zo glac’haret gant an tremenvan. Degas ar silvidigezh, Pastor Mat, d’hon trev atav. »
Er skoedenn e c’heller lenn e galleg : « Doue a gemenn da sant Divi emañ tost e varv, a c’hoarvezas er bloaz 147 eus e oad. »





