Lanneured a zo savet diwar lann a dalvez (peniti) ha sant Gwevred (pe Uuivret). Hogen, evit an doare, Albert Le Grand — aozer ‘Buez ar Zent’ — ne anaveze na Edern, na Gwevred, hag en dije kemeret Gwevred evit Gireg pe Gevrog. Abalamour da se, abaoe ar XVIIvet kantved, eo deuet sant Gevrog da vezañ sant patron Lanneured.
 
 
Piv eo sant Gwevred ?

Ne ouzomp ket kalz tra diwar e benn. Hemañ a c’hellfe bezañ ur mignon da sant Edern degouezhet gantañ ha gant kenveajourien all e Douarnenez.
 
 
Piv eo sant Gevrog ?

Anavezet e vez ivez dindan anv sant Gueroc, Guirec, Gireg, Kirec, Kireg ... Un diskibl da sant Tual e Bro-Gembre e vefe bet sant Gevrog hag unan eus an 72 a leaned vertuzusañ a oa deuet gant sant Tual en Arvorig. Dilestret en defe e Ploumanac’h ha bevet en defe ur pennad e manati Landreger e-kichen Sant-Tudal.
Hennezh en defe kaset anezhañ da ziazezañ ur manati nevez e-kichen Kerfeunteun (Lanneur bremañ).

Sant Gevrog en defe diazezet ur manati e Lokireg e-lec’h ma vefe chomet c’hwec’h vloaz. Goude-se e kaver e roud e Plouzeniel e-lec’h m’en defe savet ur chapelig hag eno en defe bevet 2 vloavezh. Sant Paol en defe kouviet anezhañ da zont en e gichen da Occismor (Kastell-Paol) a-benn dont da vezañ vikel-bras en e eskopti.

Meur a vurzhud zo da lakaat war e anv e-doug e vuhez, evel hini ar gannerez deuet da vezañ seizet hec’h izili en abeg m’he doa labouret ur sulvezh ha pareet gantañ goude he repantañs. Honnezh a roas he zi da sant Gevrog a droas anezhi en ur chapel gouestlet d’an Itron-Varia hag anvet Itron-Varia ar C’hreiz-kêr. Adsavet eo bet en he c’haerder ha muioc’h c’hoazh gant an Duk Yann IV.

Klañv e chomas e Landerne pa oa o weladenniñ Eskopti Leon ha mervel a reas eno war-dro 547. Douaret e voe e manati Lokireg a oa bet diazezet gantañ.