Chapel Santez-Nonn
A-us d’an nor, e-tal porched an iliz, ar bloaz 1577 a ro deomp da c’houzout emañ koshoc’h ar chapel eget an iliz. An enep d’an niver bras a chapelioù all er vro, biskoazh n’he deus servijet da garnel.
An tourig-iliz zo a c’hiz an Azginivelezh.
Delwenn-led Santez-Nonn
E diabarzh e kaver unan eus teñzorioù ar barrez, un delwenn-led hollgaer, kizellet en ur bloc’h hepken e "kersanton" war-dro 1450.