Ar c’halvar eus ar XV vet kantved a zo moarvat an elfenn goshañ eus al liorzh-iliz. Emañ e tu biz ar chapel Santez-Nonn ha war ar gevred d’an iliz eta, al lec’h ordinal evit ur c’halvar.
 
 

Ar C’hrist, a-bep tu dezhañ ar Werc’hez ha sant Yann

Evel e Plouedern hag Hañveg, ar c’halvar-se zo un daez war e grec’h.

Dindan ar C’hrist war ar groaz : ardamezioù al Leon

Dindan ar Werc’hez he Mabig : ardamezioù al Louët (daveoù Y-P. Castel)