Kloc’hdi iliz Dirinonn
War skouer tourioù giz Bro-Leon eo bet savet an tour-iliz daoust m’emañ Dirinonn e Bro-Gerne.Gwelout amañ
Skoazenn ar c’hornôg a zoug ar bloaz 1588, tra ma kaver engravet ar bloaz 1593 hag anvioù ar fabriked dindan an eil garidoù.
Diskaret e voe beg an iliz gant ar foeltr e 1774 hag adarre e 1951 .
Bep tro e veze adsavet dek troatad berroc’h eget an hini orin, da lavaret eo, war-dro 3,25 metrad. Setu moarvat perak e c’hemm e naou, un nebeud metradoù diouzh e veg, ar pezh a ro dezhañ un neuz dic’hrasius a-walc’h.