Delwenn Sant-Fiakr

 
 
 
 
Ouzh pignon ar chapel e kaver ur gaer a zelwenn eus sant Fiakr o terc’hel e bal, ar pezh a zegas da soñj emañ Dirinonn war ar maez.
 
 
 
 

Delwenn an Tad Peurbadel

 
 
 
 
Porched ar c’hreisteiz zo eus 1618 hervez un enskrivadur a gaver a-zioc’h delwenn an "Tad Peurbadel". An delwenn-se he doa servijet da batrom pa voe savet stern-aoter an Drinded, ur c’hantved diwezhatoc’h.
 
 
 
 
 

Delwenn ar C’hrist

 
 
 
 
En diabarzh emañ an daouzek abostol a-steud c’hwec’h a bep tu hag, e goueled ar porched, ar C’hrist o terc’hel boul an hollved en e zorn kleiz.