Ar c’halvar-mañ zo moarvat an hini meurzedusañ e Breizh. Warnañ e c’heller kontañ betek daou c’hant tudenn.
Savet e oa bet gant stalioù-labour Landerne (eus 1581 betek 1588).
« Kalvar bras Gwimilio a zo frouezh labour daou gizeller dianav : Daou zen, daou zoare-ober.
Ar c’hemm etrezo a weler diouzhtu. Ar c’hentañ a ziskouez e ampartiz e stumm dre vras an dud. Mestr eo war mezheraj, daoust dezañ bezañ dibalamour a-wechoù. Anavezapl eo dreist-holl gant e zremmoù gant daoulagad ront hep malvennoù hag o deus eur sell saouzanet. An eil n’emañ ket kement en e aes en doareoù d’en em zerc’hel, ha n’eo ket mailh war plegoù an danvez, daoust dezañ kemer skouer war e Vestr. Met dreist-holl, disheñvel eo an dremmoù a ra, gant malvennoù kreñv a glask bezañ gwirion. »

 

 
Ar groaz a gan gloar da Zoue : AD GLORIAM DOMINI, 1581, CRUX EGO FACTA FUI ; evit gloar Doue, me, kroaz, a zo bet graet !
Savet oa bet war ur mas eizhkognek gant skoazennoù stumm ur wareg dezho bet savet hervez un tres hag a vezo adkemeret diwezhatoc’h e Plougastell-Daoulaz. Dre ur skalier ez aer war ar pondalez ma kaver savet warnañ ur groaz dezhi ur fust gant skodoù, arouezel eus ar vosenn. Delwennoù gevellek zo a bep tu d’ar C’hrist kroazstaget : Mari ha Yann, troet etrezek ar c’huzh-heol ha war an tu gin, Pêr ha sant Erwan.
War ar skoazennoù emañ ar pevar avelier, a-bep tu e weler arvestoù eus bugaleaj ha Pasion ar C’hrist.

 
 
 
 
 
 
 

Tu ar c’huzh-heol : Ar c’hloar hag ar salvidigezh

Lodenn uhel : Itron-Varia a Druez Jezuz adsavet a varv da vev An ifern
Lodenn izel : Jezuz oc’h en em gavout e Jeruzalem Un eskob Koan-Fask

 

Skoazenn en tu gwalarn

Lodenn uhel : Jezuz a ziskenn d’an ifernioù
(Ar C’hrist hag Adam)
Veronika
Lodenn izel : An avieler : Lukaz

 

Tu ar c’hreisteiz : Ar servij – Hor Salver, Mab ha servicher

Lodenn uhel : Badeziant Jezuz Hent ar groaz Ur marc’heg
Lodenn izel : Mari e ti Elizabed Jezuz a walc’h o zreid d’e ziskibien Ar C’hemenn da Vari

 

Tu ar sav-heol : Donedigezh Hor Salver – An Enkorfadur

Lodenn uhel : Jezuz c’hoarzhet goap warnañ Jezuz lakaet er bez Pirc’hirined Emmaüs
Lodenn izel : Azeulidigezh ar vajed Ar C’hinivelezh ha Jezuz azeulet gant ar bastored An tec’h da Vro-Ejipt

 

Tu an Hanternoz : Gwad ar C’hrist hag ar Redempsion

Lodenn uhel : Jezuz dirak Pilat Jezus dirak ar beleg-meur Jezuz skourjezataet Ar gurunenn spern
Lodenn izel : Amdroc’h Jezuz Pedenn e Gethsémani Judaz hag e yalc’h ha Jezuz harzet Pêr a droc’h skouarn Malchus

 
 
Daveoù : Guimiliau, Le calvaire -APEVE 2023 ; Ar seiz kalvar braz, Y.P Castel. Minihi-Levenez 2005 ; Liorzhoù Iliz - ARS,B (Atelier de recherche sémiotique, Bretagne - Ouest-France)