E tu ar c’hreisteiz e oa bet savet chapel Sant Yann-Vadezour, anvet ivez chapel "Mezarnou", e 1597, ha staget ouzh lodenn goshañ an iliz, a voe brasaet evel-se. Graet e veze ivez « ar chapel nevez » anezhi. Ar familh C/Karman eo — Bez’ e veze lavaret diwar he fenn gwechall "ken pinvidik ha C/Karman" — a lakaas arc’hant evit sevel ar chapel-se. Evel ma veze graet alies er XVIvet kantved, e kaver elfennoù a zoareoù disheñvel, gotek flammek hag an Azginivelezh, o tont moarvat eus un adimplij eus ur savadur koshoc’h.
Ar pezh a denn ar sell diouzhtu : ar werenneg ojivek he rouedad c’hotek flammek ; an nor vihan, mistr he neuz gant he gwareg e stumm ur grommell-baner hag, ar skoazennoù tev a c’hiz an Azginivelezh ouzh ar c’hornioù.
Sellomp pishoc’h c’hoazh, ouzh tu kleiz ar werenneg vras a c’hiz c’hotek, ar prenestr bihan-bihan dezhañ peder delienn a ro da soñjal e oa bet miret hag adimplijet elfennoù koshoc’h e-pad an adsavidigezhioù a zo bet graet a-hed an amzer.