Urzhiet e oa bet an iliz a-hed an amzer gant ur c’henstrollad savadurioù a c’hiz disheñvel. An tour-iliz a zo bet savet e hanterenn gentañ ar XVIvet kantved. An elfennoù all zo eus ar XVIIvet kantved.
An tour-iliz
Hervez Rene Couffon e vefe an tour-iliz frouezh labour atalier Beaumanoir. Anat a-walc’h eo pa weler, stag ouzh an tour pennañ, an douribell, kuzhet ar viñs-tro enni.
Diginkl eo an tour betek e bondalez ma sav ur gorzenn c’hotek hir ha moan dioutañ. E-traoñ an tour emañ porched an Hanternoz dezhañ ur stil gotek flammek.
Ar relegoer-stag
Bez’ emañ harp ouzh tu kornôg porched ar C’hreisteiz. Savet e oa bet evit degemer eskern ar re varv treuskaset eno deus an iliz pe deus ar vered.
Kinklet eo gant izelvosoù : azeulidigezh ar vajed, ar C’hrist kroazstaget gant ar Werc’hez ha Yann, Itron-Varia a Druez, Sebeliadur ar Werc’hez.
C’hwec’h kolonenn a souten un isrizenn o skorañ an doenn. Daou piñsin stag ouzh an diaz a roe tu d’an dud a veze o tremen dirazañ da sparfañ an eskern gant an dour beniget.
Ar penn-iliz
Ar penn-iliz-se, bet savet e 1664, zo gant e noedoù lies ur skouer vat eus ar stil "Beaumanoir". Diskouez a ra ur c’hinkladur klasel daoust dezhañ da vezañ gotek e stil. Ar savadur a seblant tolzennek e neuz abalamour d’e skoazennoù tev dreist-holl.
Ar sakristiri
Ar bloaz 1683 a lenner warnañ. Divoas er vro eo seurt savouriezh e stumm ur goupolenn gant peder absidiolenn. Degas a ra da soñj en hini Pleiben a oa bet savet c’hwec’h vloaz ha tregont diwezhatoc’h.