Kador-an-Aviel, ar Roc’h-Morvan , XVIvet

 

Anvioù all Apolline a Aleksandria, Apollonie a Aleksandria
Lec’hioù ha mare Aleksandria, hanterenn gentañ an IIIvet kantved
Renabl Kult lec’hel (tennet eo bet eus an deiziadur roman e 1970)
Arouezioù Turkez, dent tennet, palmezenn ar verzherien
Gouel lidet e vez d’an 12 a viz Kerzu
Buhezskridoù / Mojenn
Gwerc’hez ha merzherez en Aleksandria, en Ejipt, en amzer ma lezas an impalaer Dece ar baganed da heskinañ ar gristenien hep bezañ kastizet. Mervel a reas war-dro an 9 a viz C’hwevrer 249.
Sant Denez a Aleksandria, en ul lizher d’e vignon Fabian, eskob Antioch, a gont penaos e voe harzet ar Werc’hez Apolline gant ar baganed. Goude-se, tra spontus ma’z eus, en em ziduellañ a rejont o tennañ he holl dent, unan-hag-unan. Daoust dezho da c’hourdrouz anezhi bezañ strinkañ bev-kaer e kreiz an tan nevez enaouet, ne zinac’has ket he feiz. Goulenn a reas digarez outo chom hep bezañ bet gouest da zinac’hañ ar C’hrist, ha goude-se en em daolas hec’h unan er flammoù evit diskouez dezho penaos ar verzherien a sakrifi o buhez a galon vad dre garantez evit Doue.
En abeg d’an istoregezh diskred war an istor-mañ e voe bevennet kult santez Apollina d’ar c’hustumoù lec’hel abaoe 1970.
(Daveoù : Wikipedia, Nominis / Buhez ar zent, 1857)
Azeulidigezh
Patronez santel an dentourien. Aspedet e vez a-enep an droug-dent
Lec’hioù ma vez enoret e traoñienn an Elorn
Bodiliz
> Iliz Itron-Varia – skoazenn ar c’hloc’hdi : delwenn, kersanton

Dirinonn
> Iliz Santez-Nonn – lambruskoù livet : livadur war koad, 1715, gant Pierre Bechennec ha François de Launay

Ar Roc’h-Morvan
> Iliz Sant-Erwan – Jube e tu ar c’hreisteiz : kizelladur en uhelvos, koad lieslivet, XVIvet

Penn-ar-C’hrann
> Iliz Itron-Varia – Kazel ar c’hreisteiz : delwenn e kersanton lieslivet, XVIvet, Herri Prijent