Diavaez ar porched
Porched ar c’hreisteiz a zigor war dachenn sakr an iliz, ar pezh a zispleg e kaver ur c’hinkladur ken birvidik ennañ hag a ziskouez ivez berzh mat ar barrez. Evit kas da benn al labour-se e oa bet galvet e Gwimilio daou gizeller brudet : Mestr Plougastell ha Roland Dore d’e heul.
Toull ar porched zo goloet gant ur wareg war an hantergelc’h hag a-bep tu dezhañ e kaver div golonenn roudennek "mod gall" (doare Filibert Delorme) enframmet er postoù. En diavaez ez eus div golonenn gorintek o skorañ gouribl un talbenn tric’hornek a weler hanter-skeudenn ur vaouez outañ, anezhi oberenn Roland Dore, ha war un talbenn all un delwenn eus sant Milio.
Kurunet eo an hollad gant un tourig-iliz o skorañ ul leternig. War ar bolzadurioù eo diskouezet arvestoù eus ar Bibl. Ret eo lenn anezho o kregiñ eus an traoñ hag o tremen eus an tu d’egile : Adam hag Eva ; Aberzh Kain hag Abel ; Arc’h Noe ; ar C’hemenn ; ar Weladenn ; azeulerezh ar bastored ; azeulerezh ar Vajed ; an tech d’an Egipt ...
Ur mailh oa Mestr Plougastell (hag e "lakez") evit reiñ buhez d’ar maen ha c’hoari gant ar stummoù
Diabarzh ar porched
En diabarzh eo stummet ar volz gant ur gaer a groazigell grommvegek. Dorioù an iliz zo warno un delwenn lieslivet eus ar C’hrist o kelenn etre daou c’hariatid o skeudenniñ Adam hag Eva. Etre an dorioù, dindan un daez, un ael gant ur sparf a laka e droad en ur piñsin dour benniget.
Ouzh ar mogerioù kostez e kaver kustodoù-daez a c’hiz an Azginivelezh gant kolonennigoù ionek, enno an ebestel a ziskouez un emzalc’h meurdezus gant o arouezioù : sant Pêr hag e alc’hwez, sant Jakez hag e grogenn, sant Andrev hag e groaz e stumm un X, hag all. Merzout a reer, dindan an ebestel, pennoù o aroueziñ ar pec’hejoù pennañ. En izelvos e weler ur manac’h stolier ha krouidigezh Eva...