Ar werenneg-veur a ziskouez Jezuz war ar Groaz ha Jezuz diskennet eus ar Groaz (XVIvet kantved), div amzer greñv eus ar Basion. Heñvel eo ar patrom ouzh ar werenneg-veur a gaver e Gwengad. Awenet int bet gant ar C’hroazstagadur a c’hell arvestiñ en iliz ar Merzher-Salaün.