Stern-aoter ar Rosera
Stern-aoter ar Rozera a zo bet savet hervez an doare klasel da daolenniñ misterioù ar Rozera. Adkavout a reer e-kreiz ar Werc’hez hag he Mabig Jezuz o reiñ ar chapeled da sant Dominik ha da santez Katell a Sienna, ha tro-dro, pemzek medalenn hag a gont misterioù ar Rozera.
Er c’hustodoù kostez e anavezer sant Nikolaz war an tu kleiz, ha sant Zakaria war an tu dehou. El lodenn uhelañ emañ an Tad Peurbadel o terc’hel e Mab etre daou ael.
Frammet eo an hollad gant kolonennoù seizennet ha gweet o skorañ gouriblennoù labouret-kaer a c’hiz barok.
Stern-aoter Sant-Milio
Diskouezet eo ar sant e-kreiz, gwisket gant mantell an dug, o terc’hel ur vazh-roue hag ur c’hleze. A-bep tu dezhañ ez eus c’hwec’h panell o c’hanmeuliñ santelezh Milio e-pad e ren. Er peder fanell izelañ eo kontet merzherinti ar sant pa voe drouklazhet war urzh e vreur Rivod.
Ar stern-aoter-se a ginnig ur c’hinklerezh pinvidik a c’hiz barok ; dont a ra pep panell eus ur c’hustod-stalafioù eus dibenn ar XVIvet kantved.
Stern-aoter Sant-Jozeb
E-kreiz emañ sant Jozeb a zalc’h dorn ar Mabig Jezuz etre santez Anna ha santez Elizabed.
Uheloc’h emañ sant Laorañs gant e c’hrilh hag a-bep tu dezhañ ez eus un ael o terc’hel ur skoedenn o taolenniñ un naer arem a-gleiz, hag a-zehou gwezenn ar vuhez.
El lodenn izelañ ez eus teir delwennig en o c’hustod : a gleiz da zehou e weler sant Frañsez a Aziz merket gant ar c’hleizhennoù ; sant Erwan etre ar pinvidik hag ar paour ; an dall sant Herve gant e vleiz hag e geneil Giharan.
Gwelit ivez pegen pinvidik eo ar c’hinkladur !