Gwerenn-livet ar penn-iliz
Dediet eo an iliz da santez Nonn (an anv Dirinonn a zeu eus santez Nonn hag a dalv keit ha Derv-Nonn).
Amañ e-keñver, ar werenn-livet bennañ eus ar penn-iliz, bet graet e 1923.
An div lañsetez a-gleiz d’ar werenn-livet-mañ a ziskouez tud ar vro o reiñ degemer da Santez Nonn hag d’he mab Divi.
En div lañsetez a-zehou e weler anezhi o ren he mab war hent ar gouent : un abad, o tougen ur vazh-eskob, ha daou vanac’h a zegemer anezhi. A-bell en em zistag iliz Dirinonn hag he c’harnel diouzh an taolennad.