Dibar eo ar gador-brezeg-mañ evit he c’hinkladur klasel pinvidik. Un enskrivadur war ar skalier a veneg ar bloaz 1747.

Pevar ael kein-ouzh-kein a ya d’ober troad ar veol a zeu diwarnañ peder delwenn-harpañ seizennet. War ar panelloù eo skeudennet ar pevar Avielour hag ur Sibilenn e pep korn.