E penn kentañ an oadvezh kristen, ar chapelioù-badeziñ bet savet e-kichen an ilizoù a oa lec’hioù tonket da lidañ badeziantoù enno. Hiziv an deiz emaint e lost an ilizoù, enno e kaver ar maen-font.

Chapel-vadeziñ Gwimilio, bet savet e 1675 e koad derv, zo barok he stil. Div gibell e greunvaen goloet gant ur goulc’her koad a gaver enni. An eil zo evit reiñ ar vadeziant hag eben evit skarzhañ an dour diouti. War an oglenn eo engravet komzoù person Herve Gwilherm : an hollad, bet urzhiadet gant ar Fabrik, a zo bet graet gant merdeadurezh ar roue (stal-labour Brest-colbert) en eskemm da lienennoù-lin.

Rannet eo an oberenn relijiel-se e meur a lodenn :

  • Ur sichenn e mein benerezh
  • Un dorn red eizhkognek harp ouzh gwerzhidoù turgnet.
  • Eizh kolonenn weet, kizellet warno evned, naered, maligorned o c’hwipañ irin ha rezin.
  • A-zioc’h, gwaregoù war hantergelc’h fichet brav gant skeudennoù istoriet zo kurunet gant c’hwezek delwenn : sant Milio, sant Mikael, sant Loeiz, dindan tresoù Loeiz XIV ...
  • War ar stel eizhkognek eo engravet anvioù ar fabriked.
  • Ul letern doubl dantelezek : an hini kentañ zo ennañ delwennoù o leurenniñ badeziant Jezuz ; an eil, goullo, zo warnañ un ael e zivaskell dispak.
  • Dindan ar goupolenn e weler ur goulm a-istribilh a-us da gibelloù-badeziñ sklerijennet e-pad goursav-heol an hañv gant daou doull e-barzh ar stel.