Savet e oa bet etre ar bloavezhioù 1675 ha 1680 gant Tomaz Dallam - oberour ograou ha beajer eus Breizh-Veur, war-dro 1575-1629 -, mab Robert Dallam, a oa en harlu e Breizh evit tec’hout diouzh ar brezel diabarzh a rae e reuz e Breizh-Veur etre 1642 ha 1660. Ur wech distroet ar peoc’h e tistroas an tad d’e vro tra ma tibabas Tomaz da chom e Breizh.
An daou armel-ograou hag an dribunell, kizellet mistr e koad derv, zo da lakaat war gont ar gizellerien Lerrel, tad ha mab, eus Landerne. An touribelloù a zoug pep hini anezho un ael musikaner warno. Dirak an nev e c’heller gwelet panelloù o taolenniñ David o seniñ telenn ha santez Cecilia dirak un ograou.
< Roue David o seniñ telenn
Un trede panell war du ar chapel-vadeziñ a seblant kevrinusoc’h, taolenn un trec’hlid eo. Lod a gred e oa bet awenet gant Le Brun ( Aleksandre o vont tre e Babilone), lod all a gred e oa bet awenet gant un engravur graet gant Jean le Paultre (trec’hlid Jozeb). Gallout a reer soñjal ivez ez eo Loeiz XIV e-unan hag a zo bet skeudennet dindan tresoù kaeraet.
War a seblant e oa bet graet an taolennadur-se un nebeud bloavezhioù goude ma oa bet flastret didruez emsavadeg ar Bonedoù ruz gant dug Chaulnes. Marteze n’eo ket ken gwirion-se diskouez ur virvidigezh er seurt diwar-benn an den roueel.