Ma kreder lec’hienn ar gumun e vefe anavezet ar feunteun-se kerkent hag an oadvezh houarn, ar pezh a seblant bezañ bet kadarnaet pa voe lakaet dindan sklêrijenn an deiz ur maen-sav galian e-pad furchadegoù e 1985. Lakaet e vije bet ar feunteun-se dindan paeroniezh sant Tivizio pa voe kristenet ar Vro.

 
 

War ar voger o balirañ ar vammenn eo bet siellet an dek panell e kersanton a ginkle gwechall, e keur an iliz, bez Frañsez Tournemine a oa arc’hanter eus an iliz diagent. Disiellet e voe an delwenn-led dioutañ e 1793.
 
Kinklet eo pep panell gant ur wareg-volz a c’hiz c’hotek flammek. Merzout a reer skeudenn an Dreinded : an Tad gant un tog-eskob, ar Mab gourizet gant ar « perizonium » (krez-lien) ha koulm ar Spered-Santel a-us dezhañ. Tri ael a zalc’h skoedoù, en o zouez an ardamez rannet etre Tournemine ha Sant-Amadour. Morzholiet eo bet an daou skoed all. Anavezout a reer ivez sant Anton harp ouzh ur vazh o terc’hel ur chapeled. War ar panelloù all e weler menec’h pe leanezed na c’heller ket anavezout o pediñ.
 
 

 

Anavezout a raio an delwenn-led darvoudoù a bep seurt.
Mac’hagnet eo bet e-pad an Dispac’h ha dilezet da heul pa voe adsavet an iliz e 1864. Kregiñ a ra neuze ar pezh a seblant bezañ un taol farserez graet gant un nebeud studierien. E deroù an XXvet kantved, ne ouezer ket penaos eo bet dilec’hiet hag adkavet siellet a-sav sonn en enezennig Santez-Anna e Kastell-Paol. Anvet e veze « sant Bidouzin », ur sant dianav penn-da-benn evel-just kenkoulz el levr-merzherien roman hag e Buhez ar Zent.
Savet ez eus bet ur vojenn diwar e benn o reiñ dezhañ galloud da wareziñ ouzh ar boan kof pe da barañ difrouezhidigezh ar maouezed, ha zoken da zont da vezañ kevezer da sant Gireg e bae Lokireg : tra iskis, evit brasaat o chañs d’en em zimeziñ dindan bloaz ez ae ar plac’hed yaouank betek klask plantañ un nadoz en e fri. Diwezhatoc’h pa gemenn kumun Landivizio he c’hoant da adtapout an delwenn, honnezh a zeu diwar wel adarre a-raok bezañ adkavet e 1987 kuzhet e-harz ur c’hastell-dour e Kastell-Paol.

 
 
 
 
 
Kartenn-post eus deroù an XX vet kantved o tiskouez an delwenn-led lakaet a-sav sonn war enezennig Santez-Anna e Kastell-Paol ha meneget evel « delwenn henamzerel ».
(diellaouegoù-departamant – 29)

 
 
 

Ardamezioù Tournemine
Palefarzhet etre aour ha glazur