Daou vloaziad a verk an tour-iliz. A-us da wareg-volz ar c’hreisteiz e weler enskrivet : "LE. 14. DE. OCTOBRE. FVT. COMENCE. CETE. 1590." ha war dal ar c’hornôg, delwenn Yann-Vadezour a zoug ar bloaziad 1557 war e vantell.

An tour-iliz-se, bet awenet gant hini ar C’hreisker, a zo sellet outi a-unvarn evel unan eus ar re gaerañ e Leon. Harp en iliz, un tremen goloet e stumm ur wareg-volz a dreuz traoñ an tour eus an tu d’egile. E pep korn ez eus ur skoazenn-harp o souten uheloc’h garidoù an tour.

Beg an iliz, hir ha moan, dantelezek, zo un dudi da sellout gant e c’habloù o bannoù kreiz, hag ar c’hrogoù a-leizh o kinklañ ar skoazioù. E pep korn eus an tour-iliz e sav un tourig karrezek goloet gant ur pinakl eizhkognek.