Sevel ar porched-se en defe padet unnek vloaz ma vez graet dave d’ar bloaziadoù meneget en enskrivadurioù : 1554, 1559 ha 1565. Hervez Emmanuelle Le Séac’h e vefe bet graet gant stal-labour Bastian hag Herri Prigent eus Landerne en deus savet ivez oberennoù en un hanter-kant bennak a barrezioù e Leon ha Kerne etre 1575 ha 1757. Tri forched all a vefe ivez frouezh o labour, hini Penn-ar-C’hrann, hini Gwipavaz hag evit ul lodenn, hini Lampaol-Gwimilio.

Daoust d’an tresoù kinklañ a c’hiz an Azginivelezh a zo bet ouzhpennet e vir framm ar porched e stil gotek.
Un efed a uhelder a zo bet roet d’an hollad dre lakaat a-us d’an tal ul leternig, ennañ delwennoù, gant ur pinakl a-us dezhañ. Ar skalier bras e-harz toull an nor a bouez muioc’h c’hoazh an efed-se. Koulskoude ne voe ouzhpennet ar skalier-se nemet pa voe adsavet an iliz e 1864.

An tal

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
An antre war an hantergelc’h zo kurunet gant ur wareg damblaen-begek, en he c’hreiz ez eus un delwenn eus ur vaouez santel o tougen ul levr (santez Mari-Vadalen ?).

Uheloc’h, e diabarzh ur fals gabl, ez eus ur santez (ar Werc’hez ?) gant he divrec’h kroaziet war he bruched.

E tu ar c’hreisteiz emañ sant Tivizio e tres un eskob o vennigañ ar fideled.

E tu ar reter ez eus un eskob ha n’eus ket bet anavezet. Divinadellekoc’h eo ar sant all e benn noazh gant ur vazh a gaver e tu ar c’hornôg. Hervez Emmanuel Le Seac’h e vefe bet cheñchet e benn gant hini ar C’hrist a gaver e-barzh ar porched, dezhañ e benn gwisket gant un tog-eskob.

Holl ginkladurioù al letern a zo awenet gant doare an Azginivelezh, nemet an nadoz a zo gotek.

 

 

E traoñ ar fals gabl ez eus :

  • A-gleiz, un den-boc’h kreoñek
  • A-zehou, ur vaouez noazh he divskouarn bras, moarvat un naiad anezhi.

 

 

 

 

Ar skoazennoù

Ar skoazennoù zo kinklet gant kustodoù-daez gotek o c’houdoriñ :

  • Er c’hornôg, a gleiz da zehou : Gwerc’hez ar C’hemennadur, sant Yann ha sant Mark
  • Er reter, a gleiz da zehou : sant Lukaz, sant Mazhev ha santez Anna ha Mari asambles.

Dindan sichenn an ael o ambroug sant Mazhev e c’heller gwelet un den iskis o korvigellat e izili en ur ziskouez e beñsoù.

 
 
 
 
 
 
 
 
 

Lein ar skoazennoù zo kinklet gant kornioù-chap :

  • A-gleiz, un aerouant askellek a dap krog en e lost hag, hervez an tu m’emaer o sellet outañ, e seblant bezañ o c’hoarzhin.
  • A-zehou, ul leon dezhañ un teod hir spontus

 
 
 
Ar postoù hag ar bolzadurioù

An arvestoù taolennet zo damheñvel ouzh re a gaver er porchedoù all savet er memes amzer : Pennadoù brudet eus ar C’hinivelezh, sent karet mat er vro gant ar bobl, ha nijadegoù cherubined.

War ar post kleiz, a draoñ da laez :

  • Adam hag Eva : an temptadur, ur sarpant (dezhañ penn ur vaouez) a ziskouez ar frouezh difennet.
  • Eva gant he bugale Kain hag Abel, Adam o labourat er parkadoù.
  • Kain hag Abel o kinnig bep a sakrifis : moged sakrifis Abel a sav en oabl tra ma tistro moged sakrifis Kain ouzh e zremm.
  • An Avielourien sant Lukaz ha sant Yann.

War ar post dehou, a draoñ da laez :

  • Adam hag Eva argaset eus liorzh an Eden gant un ael.
  • Kain o vezañ lazhet Abel, faoutet e glopenn – arc’h Noe.
  • Noe oc’h eostiñ rezin – hag eñ mezv gant e vugale.
  • An Avielourien sant Mark ha sant Mazhev.

Er bolzadurioù, un ambrougadeg cherubined o tougen ezañsoueroù zo o seniñ binvioù sonerezh pe o pediñ gant o daouarn juntet.

 

 

 

En nervenn-volz, e c’heller arvestiñ mailhoni Bastian Prigent en deus kizellet gant fent ur wiadenn barr gwini ma weler enni korriganed, laboused hag ul leon o lonkañ greun rezin gant didu. A-bep tu : un aerouant (a-gleiz) hag ur c’hi (a-zehou) a glask tapout ar skod gwini.