Goueled ar porched
Div zor stumm ur grommell-baner dezho a ya d’ober an nor-dal. Dispartiet int an eil d’eben gant ur bann kreiz stag outañ ur piñsin dour benniget.
An timpan
E-kreiz e weler un delwenn hag a zo sellet outi evel hini ar C’hrist. War he fenn, un diarenn ma kaver, dre gustum, war benn ar bibien pe a-wechoù war benn an Tad.
Hervez Emmanuelle Le Seac’h e oa bet erlec’hiet penn an delwenn-se gant hini ur pab hag a zo el leternig diavaez.
A-bep tu ez eus daou ael o tougen ur c’halir ha n’emaint ket ken moarvat en o flas orin. Evit gwir, pa seller pizh outo e weler eo brasoc’h o sichennoù eget ar c’horbelloù o souten anezho ha ne gord ket o stil gant hini stal-labour Prigent.
A-bep tu d’ar C’hrist ez eus eizh ael all kizellet en izelvos o pediñ pe o terc’hel banderollennoù. Evit echuiñ, war ar c’hostezioù e weler ivez aelez o tougen daou lêr enskrivet warno ar bloavezh eus savidigezh an nor-dal (1554) hag anvioù ar fabrikaned-arc’hanterien (Y. Martin ha J. Abgrall).
Ar piñsin dour benniget
Ar piñsin dour benniget, ensiellet ouzh ar bann kreiz, zo ur skouer vat eus kinkladurezh an Azginivelezh. Ar gibell zo fichet-brav gant delioù hag hirvozigoù.
Pinvidikoc’h c’hoazh eo kinkladur an daez a gaver tudennoù bihan pe loened, krogennoù, broñsoù ha delioù kraban-arzh warnañ.
Ar pevar fenn a seblant deuet er-maez diouzh an daez a sach ar selloù : div zremm heneuz ha gwregel o blev diskoulm ha daou gozhiad o barv troet-didroet gant an avel.
A-us d’ar gibell un ael a zalc’h ur mell sparf. E zorn kleiz zo lakaet war e galon tra ma ra tres e zorn dehou jestr ar sparfañ.
Gwareg-volz an nor-dal
Ur wech ouzhpenn n’o doa ket Bastien et Henry Prigent damantiñ d’o labour ha d’o ampartiz. Ne ehano ket ar weladennerien da gavout munudoù souezhus.
Kelc’hiet eo pep nor gant ur wiadenn a skourroù hag a zelioù. En nervenn-volz diabarzh eo kizellet sarmantoù-gwini ma weler enno tudennoùigoù, laboused, ur melc’hon…
E-traoñ pep frizenn e c’heller gwelout un aerouant, ul louarn, ul leon hag ur seurt lezard o klask pignat er brankoù.
An nervenn ziavaez a zegemer sent :
En tu kleiz, eus traoñ da laez :
- Sant Erwan, gant kamailh erminiget ha bonned karrez, o terc’hel ur parch.
- Sant Salomon, gwisket gant un houarnwisk ha kurunet, o tougen ur c’hleze
- Sant Turio, patron ar barrez, e tres un eskob
- Sant Kom o terc’hel ur podad louzoù
- Un abad (sant Gwenole ?)
- Un ael o pediñ
En tu dehou, eus traoñ da laez :
- Sant Pêr o terc’hel un alc’hwez
- Sant Milio e benn gantañ en e zaouarn
- Un eskob (sant Paol Aorelian hep an aerouant ?)
- Sant Damian o tougen un orsel
- Un eskob dianavezet
- Un ael o pediñ
An ebestel kizellet war ar c’hostezioù
Hervez Emmanuelle le Seac’h e vefe delwennoù an ebestel frouezh labour Herri Prijent. N’eo ket aes gouzout piv int hiziv o vezañ ma oa bet morzholet o arouezioù ha disiellet o fennoù e-pad an Dispac’h Bras.
Padal e c’heller anavezout un nebeud anezho :
En tu dehou :
- An tostañ d’an nor-dal : sant Pêr divlev e dal,
- An trede : sant Jakez ar Major gwisket e benn gant un tog,
- Ar pevarzek : sant Jakez ar Minor gant penn ur vazh-gwaskañ e-kichen e droad dehou,
- Ar pemzek : sant Yann divarv o tougen an hanaf leun a boezon.
En tu kleiz :
- An eil diouzh tu an nor-dal : sant Andrev, ur groaz stumm un X dezhi en e gichen.
An eil diouzh tu an nor-dal : sant Andrev, ur groaz dezhi stumm un X en e gichen.
Ampartiz ar gizellerien a weler splann ivez e kizelladurioù mistr ar sichennoù hag an daezioù ma c’heller kavout merkoù an Azginivelezh warno mesket d’ar stil gotek.
Ne gavo ket hir o amzer ar weladennerien dirak an arvestoù relijiel-se, enno temoù disakr hag hudur zoken. Gallout a rint sellet pizh ouzh ar cherubined o tougen binvioù ar Basion e lein an daezioù, maskloù ha pennoù war valir, kariatidoù.. Hag a-live gant ar sichennoù : ur c’hi zo o seniñ biniou, leoned a dap krog en ur maskl, div vaouez a seblant kas un dañs ront, un den kluchet zo oc’h ober jestroù fall….