Sant Gevrog

 
 
 

Hervez diellevr Landevenneg, en Xvet kantved, kont Even eo an hini en defe roet trev Lann Uuivret, gant he gounidoù hag he dalc’hoù da sant Gwenole, koulz lavaret, d’an abati Landevenneg.

Chaloni Yann-Maï Gueguen – person Lanneured eus 1919 da 1925 – en doa dastumet roudoù eus bezañs ar veneaned e Landevenneg en ur gemer harp ouzh lec’hanvadurezh ar c’horn-bro-se : Kermanac’h, ar C’hloastr, ar Prioldi.

Lanneured, koulz ha sant-Servez ha sant–Derrien, a oa ur rann eus parrez Gwineventer. Savet oa bet an iliz e-pad ar c’hard diwezhañ eus ar XVIvet kantved, (enskrivet eo ar bloaz 1585 e-barzh ar porched). Da vare brezelioù ar C’hevre, e 1594, e voe preizhet an iliz gant soudarded Erwan Liskoued.
 
 
 
 

Gant ur gorread a 224 hektar hag ur boblañs a 160 a annezidi, Lanneured zo unan eus ar c’humunioù e-touez ar re vihan e Penn-ar-Bed. A-raok an Dispac’h e oa a-boan 200 a dud o chom enni evit 8 kanndi a oa bet renablet. A-drugarez d’an obererezh lin e veze rummet an darn vrasañ eus ar familhoù evel o vezañ en o aez.
Padal en abeg d’an niver izel a annezidi e oa kur Lanneured unan eus ar re baourañ en eskopti. Anv a vo alies stagañ an drev ouzh Gwineventer. Koulskoude e chomas emren Lanneured ha dont a reas da vezañ parrez e 1845.