Abaoe ma oa bet peuradsavet an iliz e 1865 e kaver enni un nev gant kazelioù ha kroazenn-iliz. Elfennoù zo eus an iliz kozh a zo bet enframmet er savadur hag a gord en un doare kempoell gant an degasadennoù a-vremañ.
Ar madoù
Un aoter Emañ an aoter-se e foñs ar chantele ma kaver kizellet warni er maen kersanton un izelvos eus ar Goan Diwezhañ. Hervez R. Couffon ha A. Le Bars e vefe frouezh labour ar c’hizeller Le Dall a oa un diskibl eus Denis Foyatier.
War voger ar penn-iliz e weler tri mosaik eus stal-labour Maumejean o taolenniñ : a-gleiz, ar barrad gwallamzer sioulaet, e-kreiz, an Adsavidigezh hag a-zehou, an Tiegezh Santel.
An ograoù a zo bet savet e 1885 gant an ti Clauss eus Roazhon. An dribunell a stil flammek zo un oberenn savet gant ar gizellerien Pondaven ha Derrien eus Sant-Paol-a-Leon. Benniget int bet d’ar 6 a viz Gwengolo 1885 ha renevezet e 1939 hag a-nevez e 2006-2010.
Ar gwerennoù livet
Aozet e oa bet ar gwerennoù-livet e dibenn ar XIX vet kantved gant stal-labour Lobin - Florence ha Nicolas - eus Montroulez.
An delwennoù
An delwennoù kozh-se a zeu eus an iliz kozh.
A-gleiz da zehou :
- sant Jozeb
- Ar C’hrist ereet
(dibenn XVvet kd) - sant Joakim
< Ar C’hrist war ar groaz
(XVIIIvet kd)
(XVIIvet kd) >
A-gleiz da zehou :
- ur Werc’hez merzherez
(dianavezet) - un ael mat
- sant Alar
Da welet ivez delwennoù Sant-Tivizio ha Sant-Paol-a-Leon e diabarzh an iliz.
En diavaez ez eus delwennoù all o tont eus an iliz kozh.
< E-harz ar c’hloc’hdi emañ sant Yann ar Vadezour gwisket gant ur c’hroc’hen kañval ma weler e benn etre treid ar sant.