Ar chapel-mañ a oa ar garnel gozh lec’hiet gwechall el liorzhoù-iliz, treuzkaset maen goude maen e 1858 hag adsavet er vered a-vremañ.
N’eus deiziad ebet warnañ, met hervez René Couffon e vefe bet savet ar chapel war-dro 1585.
Hirgarrezek eo ar savadur gant un tourig-iliz, ur c’hloc’h ennañ, savet war dalbenn ar c’hreisteiz.
War an talbenn ez eus un nor war an hantergelc’h gant ur begel a-istribilh hag un tal. Toullet eo gant pevar frenestr heñvel o stil ha dispartiet an eil d’egile gant kariatidoù gouhinet. Pemp anezho a ziskouez tudennoù eus renkadoù sokial liesseurt, arouezioù eus ingalded an denelezh dirak ar marv.
Ar c’hariatid a-gleiz d’an nor eo hini an Ankoù, a zalc’h ur bir hag ur skin, hag a embann : "OVY. CA. JE. SVIS. LE. PARRAIN. DE. CELVI. QVI. FERA.FIN."
En diabarzh e kaver un aoter-bez war gromm hag un nebeud delwennoù : Santez Anna gant Mari ha Santez Marc’harid o reiñ lamm d’an aerouant. Ar werenn-livet er penn-iliz a daolenn Mari kinniget e Templ.