Muioc’h c’hoazh eget el liorzhoù-iliz all, an hollad savadurioù a ya d’ober kalon kêriadennig Lanneured. An elfennoù pennañ eus ur c’hloz-parrez zo bodet amañ : ar vered, ar voger-dro, ar c’halvar hag an iliz. N’eus tres ebet eus ur garnel ha n’eo ket sur tamm ebet e oa bet unan anezhi morse.
An antre
Bez’ e c’heller bezañ souezhet o kavout, e diavaez ar c’hloz, ur feunteun tostik d’an antre, rak diaes eo soñjal e c’hellfe strinkañ ur vammenn amañ. Evit gwir, ar feunteun-se a oa gwechall ouzh traoñ, pell diouzh selloù an dud. E-lec’h m’emañ hiziv an deiz e c’hell ar weladennerien arvestiñ, e-kreiz an tal fichet gant troellennoù, un delwenn eus sant patron Lanneured, e-barzh ur c’hustod, gwisket e manac’h.
Dilorc’h eo an antre gant tri filer e maen-greun hag a framm un nor-dal houarn-goveliet hag un dremenell gant div groaz unvaenek warno.
An iliz
An deiziadoù -1585 er porched ha 1734 er c’hloc’hdi- a lak splann Lanneured e mare savidigezh ar c’hlozioù bras er Vro.
Ar savadur zo bihan e vent e-skoaz ar boblañs. Ur stumm e tau en deus, gant un nev simpl hep kazelioù. Ar chapelioù kostez zo a-eeun gant ar penn-iliz plat.
Ar prenestroù zo gotek flammek o frammadur gant un nebeud dibarderioù :
>E tu ar c’hreisteiz, ez eus ur frammadur flourdilizek
>E tu ar sav-heol, ar werenneg-veur zo asimetrek he frammadur
An tour-iliz
"An tour-iliz e greunvaen, pa vez sellet outañ a-eeun gant an nev, a ro ur santadur souezhus a skañvded hag a c’houllo". (Louis Le Guennec)
Teir c’hambr a c’hleier zo ennañ, ur garidoù hepken hag ur gorzennig eizhkognek. Warnañ e lenner ar bloaz 1734.
Ar sakristiri
Emañ warni an doenn gant ul linenn-vrev « doare Mansart ».
War ar voger diavaez zo siellet ardamezioù pennoù-bras ar c’horn-bro-se :
- Skoed-ardamez ar Jared ("En arc’hant, e yar e sabel, klipennet ha barvet e gul, pigoset hag iziliet en aour").
- Skoed-ardamez "emglev" Le Jar / de Lannoster. Dalc’het en e sav gant daou leon ez eus un arskoed e stumm un helm, (sin e oa ur marc’heg perc’henn ar skoed). Ar skoed zo rannet, ouzh 1 gant ur yar (a zo Le Jar) ; ouzh 2 en gul e ziv gadvouc’hal en arc’hant peuliet kein-ouzh-kein e gab en aour (a zo de Lannoster).
- Skoed-ardamez eilpennet 1 Courtois de Kerandraon ("En arc’hant, e gebrenn en gwad, heuliet gant teir joskenn gouezhoc’h en sabel"").
1Ur Skoed « eilpennet » a ro da anaout eo marv perc’henn ar skoed ha n’eo ket ur merk a zizenor.