Anat eo e oa bet savet ar c’halvar gant elfennoù tennet diouzh kalvarioù all. Ar c’hrusifi zo eus an XX vet kantved. Bihanoc’h eo ar C’hrist eget an tudennoù all a zo war skourr ar groaz ha troet e benn etrezek ar sav-heol, en enep d’an hengoun katolik.

War an tu enep e weler ur Pieta hag a vefe, hervez Emmanuelle Le Séac’h, un oberenn eus ar XVI vet kantved bet savet gant stal-labour Bastien ha Henry Prigent eus Landerne.

War ar bann-kroaz, an delwennoù gevellet a ziskouez war un tu ar Werc’hez, ar C’hrist war ar groaz, ha sant Yann ha war an tu-gin, ur C’hrist ereet, ur Pieta hag ur manac’h (sant Gevrog ?).

Un nebeud enskrivadurioù a zegas da soñj d’ar reneveziñ liesseurt a zo bet graet e dibenn an XIX vet kantved, e 1921 hag e 1997.