Diginkl eo porched ar c’hreisteiz a ranker mont e-barzh dre ziskenn pazennoù abalamour da stumm an dachenn.

War an tal emañ delwenn sant patron Lanneured a vefe, hervez Emmanuelle le Seac’h, frouezh labour Mestr Plougastell a oa oberiant er Vro etre 1570 ha 1621.

En diabarzh eo lambrusket ar sel hag ur begel a-istribilh a zoug enskrivet warnañ ar bloaz 1585.

Ar bankoù e maen zo aozet evit an emvodoù dalc’het gant kuzul ar fabrik. Sichennoù an ebestel a zo ivez, met hep an delwennoù, en abeg ma oa dister an arc’hant o tont eus an drev evit sevel anezho.