Da-heul urzhioù Sened-iliz Trent e voe lakaet ar c’hadorioù-prezeg en ilizioù, ur respont da Luther a savas, gant gwir abeg, a-enep Rom a werzhe induljañsoù d’an dud a felle dezho prenañ o silvidigezh e-lec’h broudañ anezho da heuliañ kelennadurezhioù ar C’hrist ha da zegemer in fine ar silvidigezh profet dezho gant Doue.
Lakaat kadorioù-prezeg e-lec’h jubeoù en doa roet tro d’an arzourien da sevel oberennoù heverk en Europa a-bezh.
War ar gibell emañ skeudennoù alegorik an Avielourien, an tetramorphe, savet diwar ar gresianeg tetra, a dalvez keit ha pevar, ha morphe, a dalvez keit ha stumm. Talvezout a ra ar ger-mañ da skeudenniñ ar pevar Avielour en o stummoù alegorik.
Sant Mark zo liammet ouzh al leon rak e Aviel a grog gant "ur vouezh don o yudal er gouelec’h."
<Sant Mazhev zo diskouezet gant ur skeudenn denel, rak e Aviel a zigor gant lignez ar C’hrist.
Sant Yann zo liammet ouzh an erer a ra dave d’ar Ger doueel.
<Sant Lukaz zo liammet ouzh an tarv, a zegas da soñj d’ar sakrifis a rankas ober Zakaria, tad Yann- Vadezour, e deroù e Aviel.