Ar c’halvar war e sichenn

Diaz ar c’halvar

E-kreiz ar c’hroazioù niverus war bezioù al liorzh-iliz emañ ar c’halvar, un oberenn heverk eus 1578. Evit ar pezh a ouzomp eo dispar-mik e genaozadur.

En traoñ emañ an tri fazenn hag ar mas, warnañ un daol-ginnig e mein Logonna. O liv melen en em zistag diouzh gris Kersanton ar c’halvar e-unan.

Sichenn ar groaz, e stumm ur diñs, zo kizellet warnañ en izelvos an daouzek abostol gant o arouezioù. Hervez Emmanuelle Le Séac’h eo bet savet gant ar memes kizeller en doa kizellet an ebestel war galvar Rungleo e Logonna-Daoulas. E lec’hioù all ne gaver nemet tresoù geometrek war ar sichennoù a stumm damheñvel, war-bouez e Sant-Servez ma kaver arvestoù eus ar Basion warni. Bezañs an daouzek abostol en Treoù zo moarvat evit kelenn d’ar fideled.

War ar sichenn ez eus ur Vari-Vadalen c’hlac’haret he sell troet war-zu ar C’hrist e penn ar Groaz.
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 

Ebestel ha Mari-Vadalen o pediñ

Ar groaz

War an tu kornôg e kaver un urzhiadur iskis : un eskob — dianavezet— ha sant Pêr. Setu ul leurenniñ eus an Iliz diazezet war an ebestel (war ar sichenn), an eskob evel warlerc’hiad an ebestel, liammet ouzh sant Pêr, an hini kentañ en o zouez.

War ar skourr izelañ emañ al laeron ha vak emañ ar skourr uhelañ. Marteze e oa bet eno ar Werc’hez ha Yann ? Pe an daou varc’heger, evel e Pencran ?

War an tu reter emañ kein-ouzh-kein ar C’hrist kroazstaget hag ar C’hrist ereet. E-kreiz ar skourr izelañ ez eus ur Pieta. En traoñ, ouzh ar fust, emañ santez Pitère, santez patron al lec’h, o terc’hel al Levr ha palm ar merzher.