Ouzhpenn ar gador-brezeg eo bet miret ur c’haer a ginkladur e diabarzh iliz Lanneured.
An aoter vras e stumm ur « bez garbet » zo penn-da-benn en endro eus ar XVII vet kantved.
War nor an tabernakl e weler un oan gourvezet war al Levr gant seizh siell a ro da soñjal e pennad an Diskuliadur : « Barnet eo bet dellezek, an Oan aberzhet, da zigoriñ al Levr ha da derriñ ar sielloù anezhañ. »
Delwenn e maen Anna ha Mari, gant al Levr, zo souezhus a-walc’h : Anna a guzh ar bajenn diouzh sell Mari gant he dorn en ur astennañ he biz evel pa bedfe anezhi da evañ laezh ar Gomz.
Aze emaomp dirak ur gaer a skeudenn eus ar Gomz a zeu da vezañ bev e Mari.
War an treust a enor emañ ar C’hrist war ar groaz a ro degemer d’ar fideled gant e zivrec’h digor frank ; e zremm a ziskouez war un dro douster ha sederidigezh bras.
Ouzh traoñ ez eus ur C’hrist ereet, renevezet mat, a vez sellet outañ evel unan eus ar re gaerañ eus an neuz-se. « C’hwi holl hag a dremen gant an hent, sellit ha gwelit, hag-eñ ez eus ur glac’har heñvel ouzh ar glac’har ’zo bet sammet warnon Testamant kozh : Levr ar C’hlemmganoù. : Jeremiaz 1.12 ».
Pe c’hoazh ar Werc’hez-he-Mabig, awenet gant patromoù eus an XVIII vet kantved.