Eus ar XVIIvet kantved eo an iliz hag adkempennet eo bet en XVIIIvet kantved. Elfennoù ‘zo a zeu eus an iliz koshoc’h a oa a-raok dezhi. O sellout a-dost ouzh ar savouriezh, koulz ar c’hloc’hdi hag ar penn-iliz, e c’heller diforc’hañ splann prantadoù disheñvel he savadur.
Ar c’hloc’hdi
Eus un oabl d’egile a-hed hon ergerzhadennoù e vez sachet hor selloù ouzh ur c’hloc’hdi d’egile, ouzh ur gêriadenn d’eben …
Amañ e kaver ur c’hloc’hdi kaer a c’hiz an Azginivelezh hag a zo bet savet e 1649, etre hini Sant-Tegoneg hag hini Sant-Salver.
Daou live garidoù zo en tour-iliz kurunet gant ur volz doubl hag ul letern doubl. En div gambr-a-c’hleier doubl n’eus nemet ul live gant kleier. Unan eus an daou gloc’h zo eus 1747, ar pezh a dalvez da lavarout eo bet saveteet diouzh krabanoù an dispac’herien ; eus 1848 eo ar c’hloc’h all. Er gambr all n’eus ket kleier ken, pe n’eus ket c’hoazh.
Porched ar c’hreisteiz
Porched ar c’hreisteiz zo unan eus an elfennoù a ya d’ober al liorzh-iliz. Amañ n’emaomp ket ken gant patrom gotek Penn-ar-C’hrann. Anat eo emaomp dirak un talbenn a c’hiz an Azginivelezh.
An talbenn kaer-kenañ zo diginkl penn-da-benn. N’eus nemet santez Pitere outañ a ro degemer ac’hanomp gant he levr ha palm ar merzher. An delwenn-se zo unan eus an oberennoù niverus savet gant Bastien Prigent, ar c’hizeller brudet eus Landerne a oa oberiant er XVIvet kantved.
Ar c’holonennoù roudennet, an togennoù ionek hag ar c’hempouez peurvat etre pep elfenn a ziskouez mat e veze mestroniet an arz nevez gant ar bikerien greunvaen.
Ar benadurezhioù (mein melen Logonna ha mein Kersanton), bet tennet eus mengleuzioù tostig-tost da vorlenn Brest, a weler warno roudoù al livioù a wiske ar mein gwechall.
En diabarzh e kaver kustodoù an daouzek abostol a-us d’ar bankoù kuzul ar fabrik. War ar sablezenn breñvedek e c’heller gwelout c’hoazh ar bloaz 1610 enskrivet warni. Ar pevar abostol kizellet warni zo frouezh labour stalioù-labour Roland Dore.
Ar porched-mañ, e tu ar c’hreisteiz, eo, a dra wir, treuzioù an nor, al lec’h m’en em gave kuzul ar fabrik a-raok ha war-lerc’h an emvodoù, daoust ma ne sez mui ar c’huzul eno.
Ar penn-iliz
Ar bloaziadoù 1720 ha 1722 a gaver er penn-iliz zo engravet war vein degaset eus ur savadur a-raok.
Heñvel dra evit an daou gorn-chap kaer-meurbet adimplijet evel mein-korn war ar sakristiri : ul leon hag ur marc’heg gant e gleze.
Ur blakenn, harp ouzh ar penn-iliz, a-live gant daoulagad an dremenerien, a gont istor ar gêr-se. Setu ar pezh a c’heller lenn warni :
a chom diwallerez anezhañ
hag a veilh war ar soudarded vreizhat
marvet eviti
Maissin, gant anaoudegezh-vat”
E koun treuzkas ar c’halvar « Kroaz Ty Ru » e 1932 eo bet savet ar blakenn-koun-se. Treuzkaset oa bet da gumun Maissin e Belgia da veilhañ war soudarded an 19vet rejimant war droad bet lazhet d’an 22 ha 24 a viz Eost 1914 e-kerzh ar brezel-bed kentañ, a oa sañset bezañ an hini diwezhañ. E-kichenik emañ ar monumant a zoug anvioù ar re a varvas evit o bro.