Kalvar Kommanna (Roland Dore)
Arz pe micher
Pennsaver ha kizeller-mein
Buhezskrid
Ganet eo bet war-dro 1585 (e Landerne ?) ha marvet eo d’an 13 a viz C’hwevrer 1660 pe 1663 e Plouedern, graet e veze "alaouret" anezhañ a-wechoù, e anv troet diwar ar galleg. Ne ouzer nebeut a dra diwar e benn.
Kregiñ a ra gant e vicher evel kompagnun, moarvat e stal-labour Mestr Plougastell. Ur groaz e Lescors ( penmarc’h) eus 1618 eo an oberenn gentañ bet lakaet war e anv. Daoust m’emañ diampart a-walc’h e stil da vare-se ez aio war wellaat a-hed an amzer.
El Leon, Kerne, Treger, ez eus ouzhpenn 82 b/parrez a c’hell ober stad vras eus e oberennoù e Kersanton
Oberennoù
E traoñienn an Elorn e c’heller menegiñ :
<> Bodiliz – Feunteun ar Werc’hez du : delwenn ar Werc’hez
<> Bodiliz – Iliz, diabarzh porched ar c’hreisteiz : Krist Salver
<> Bodiliz – Iliz, diavaez, e tu kleiz porched ar c’hreisteiz, Gwerc’hez ar C’hemennadur
<> Bodiliz – Iliz, ar font-badeziant
<> Kommanna – Kloz-iliz : Kalvar
<> Dirinonn – Ar groaz ruz, kalvar
<> Gwimilio – Iliz, talbenn ar porched : korf-bras ur vaouez
<> Gwimilio – Iliz, diabarzh ar porched : Krist o kelenn, Filip, Bartolome, Mazhev, Simon, Tomaz
<> Irvilhag – Koat-Nant : kalvar-feunteun
<> Forest-Landerne – Bered, skalier : eskob santel ha santez Katell a Aleksandria
<> Landerne - Sant-Houardon – Iliz, kazel su : sant Mazhev
<> Ar Roc’h-Morvan – Penmarc’h : kalvar
<> An Treoù – Iliz, diabarzh ar Porched : delwennoù ar C’hrist, Pêr, Andrev, Yann, Mazhev
<> Plouziri – Bered : kalvar e vann-kroaz
<> Plouedern – Iliz, kibell ar font-badeziant
<> Plougastell-Daoulaz – Chapel Sant-C’hlaoda, kalvar
<> Plougastell-Daoulaz – Chapel Sant-Gwenole, kalvar.
<> Plougastell-Daoulaz –Tinduff, kalvar.
<> An Dre-Nevez– Kerbouzar : kalvar
<> Sant-Servez – Breties : kroaz
<> Sant-Servez – Bered : krusifi ha Christ ereet
<> Sant-Tegoneg – Kloz-iliz, kalvar : Christ dismegañset
<> Sant-Tegoneg – Iliz, skoazennoù ar porched : Gwerc’hez hag ael ar C’hemennadur, sant Yann an avielour
<> Sant-Tegoneg – Iliz, diabarzh ar porched : an abostol Yann, Jakez, Tomaz
<> Lannurvan – Trevarn, kalvar : Krist war ar groaz, penn renevezet ur vaouez
<> Tremaouezan – Iliz, diabarzh ar porched : delwennoù an ebestel (nemet Pêr)