Amañ emaomp dirak an oberenn bennañ. Sellomp outi diouzh tri c’hognad-sellout disheñvel.
 

Klikit war ar skeudenn evit brasaat anezhi.

 
Diouzh tu an nev.

E penn uhel ar volz, war ur goumoulenn, emañ an Tad Peurbadel e divrec’h digor bras, a bep tu dezhañ, e stumm blochedoù, sant Pêr ha sant Andrev, an daou abostol kentañ.

A bep tu e weler div zelwenn vras, ur Werc’hez gant he Mabig ha santez Pitere. Setu ar pezh a zo roet da welet d’ar bobl bodet en nev.
 
En ur dostaat ouzh digor ar c’heur.

Gwelet a reomp gwelloc’h an teir zouribell a ya d’ober ar stern-aoter.

War zor tabernakl an douribell greiz ez eus un heolenn-sakramant. A-us, ur C’hrist war ar groaz ha Madalen e-harz ar groaz ; e penn uhelañ ez eus ul logell warni ur volz-to douget gant peder maouez ha kurunet gant skeudenn ar C’hrist adsavet a varv da vev o nijal war-zu an Neñv.

An div douribell a-gostez a stumm ur figurenn gemparzh a-walc’h.

E-traoñ an touribelloù ez eus ur vaouez : A-zehou, santez Katell a Aleksandria a anavezer dre ar rod dantek a zo arouez he merzherinti ; a-gleiz ez eus ur vaouez all, arouez ebet ganti, hogen amañ emaomp hep mar ebet dirak santez Pitere.

Dindan volz an touribelloù : a-gleiz emañ Jezuz o kelenn en templ hag a-zehou emañ-eñ kinniget en templ hag arvest an amdroc’h.

Dindan an daol-aoter, frammet gant kolonennoù salomonek emañ sent an hengoun. E-kreiz emañ sant Erwan ha tro-dro dezhañ sant Jozeb, sant Alar, sant Stevan ha sant Herbod. Gallout a reer sellet ouzh ar strollad-mañ evel ur skeudennadurezh eus ar re a ro korf d’an denelezh, evel testoù eus ar silvidigezh.
 
Diouzh tu ma vez ar beleg o prezeg.
Dirak, war ziskouez a-gleiz, e weler war ar medalennigoù Jezuz ouzh taol e-pad ar Goan Diwezhañ gant e ziskibien - an tremenvan - ha Jezuz gant ar gurunenn spern. War an tu dehou ez eus un daolenn all eus ar Goan Diwezhañ - Jezuz o walc’hiñ treid an ebestel - Jezuz skourjezet ha Jezuz o tougen e groaz.

 
Amañ emaomp dirak un arvest eus ar c’hentañ, frammet-mat evit ar c’helenn hag ar bedenn peurgetket. Ar stern-aoter-se (evel ar re a gaver e Sant-Kadoù pe Sizun, e amezeien dostañ) a gav e blas e-touez holl aoterioù-bras a c’hiz barok hon liorzhoù-iliz. Evit ar pezh a sell ouzh ar werenn-livet en diadreñv, eus ar XVIvet pe eus ar XVIIvet kantved, e weler mat m’eo bet kempennet.