An ardamezioù a c’heller gwelet e traoñienn an Elorn
Ardamezioù treset gant an Apeve
BARBIER DE KERJEAN
|
| Aotrou Keryann e Sant-Nouga. Anezhañ ur Markiz e 1668. |
| Deskrivadur : « En arc’hant e ziv dreustell en sabel » |
| A c’hell bezañ gwelet e : |
DE BOUVANS
|
| Ar B/Vouvansed a oa an aotrouned Koat-ar-Roc’h e Kommanna, adalek deroù ar XVII vet kantved betek dibenn an XVIII vet kantved. Ganto gwirioù ar justis izel, justis krenn ha justis uhel. « Gabriel de Bouvens, aotrou Bouvens, Landivizio, Coëtmur ha Koat ar Roc’h, baron Kommanna ha Penhont, gouarner Lannuon, a voe anvet da varc’heg urzh Sant-Mikael d’an 12 a viz Even 1662. » |
| Deskrivadur : « En gul e groaz dentek en arc’hant . » |
| A c’hell bezañ gwelet e : <> Kommanna – Stern-aoter Santez-Anna : e penn ar volz kreiz ha war goufr an aoter (antepedium). |
DE BREZAL
|
| Aotrou a B/Vrezal, deuet da vezañ Markiz, Coëtelan, Bélizal, Rosnivinien ha Kerguz. Kendeuziñ a reas an tiegezh-mañ gant hini Kersauzon e 1734. |
| Deskrivadur : « En gul e c’hwec’h bezantenn en aour lakaet 3,2 ha 1. » |
| A c’hell bezañ gwelet e : <> Iliz ar Roc’h, armel-wer an orfebrerezh , kalir : deroù XVII vet kantved. <> Iliz Pont-Krist er Roc’h-Morvan : skoedoù-ardamez krignet war ar pileroù. <> Plouziri, Kalvar Primel (XVIe) <> Logeginer Plouziri, iliz : war droad ur piñsin dour benniget ha war hini ar font-badeziant. <> Logeginer Plouziri, straed an Elorn, war skoulm ar c’halvar, XVIvetkantved. <> Lambaol-Gwimilio, chapel Santez-Anna : pignon ar reter hag hini ar c’hornôg ha war ar c’halvar, XVIIvetkantved. |
BUZIC DE KERDAOULAS
|
| Aotrou Kerdaoulaz e Lannurvan. Kendeuziñ a reas an tiegezh-mañ gant lignez Goezbriant e 1695. |
| Deskrivadur : « En gul e c’hwec’h ruilhenn en arc’hant. » |
| A c’hell bezañ gwelet e : <> Lannurvan : kalvar Kroas-Madec (XVe) <> Sant-Divi : iliz, delwenn Sant-Divi : war gloched ar chap, skoed koublet Menez/Buzic |
DU CHASTEL
|
| Hervez mammoù disheñvel, o sevel tabut, e sav lignez du Chastel kerkent ar VI vet kantved, da vare ma veve sant Tannegi (Tangi) hag e vefe Kastell Tremazan e Landunvez, anezhañ kavell an tiegezh, eus ar memes mare ivez. Padal ez eo anavezet, abaoe ar XVvet kantved, eo bet an tiegezh-mañ unan eus ar re c’halloudusañ e Leon hag en deus dalc’het kargoù uhel – keodedel ha relijiel – e Breizh-Izel hag er proviñsoù all. Pol Potier De Courcy a veneg e galleg : « CHASTEL (DU), sr dudit lieu et de Lezirivy, par. de Plouarzel, de la Motte-Tanguy, par. de Quilbignon, — baron de Trémazan, par. de Landunvez, sr de Kerlec’h, par. de Ploudalmezeau, de Kersimon, par. de Plouguin, — de Coëtivy, par. de Plouvien, de Lesnen, par. de Saint-Tual, — vicomte de la Bellière, par. de Pleudihen, sr de du Bois-Raoul, par. de Rénac, — du Juch, par. de Ploaré, — vicomte de Pommerit, par. de Pommerit-le-Vicomte, — sr de Kersalliou, par. de Pommerit Jaudy, baron de Marcé en Anjou, — sr de Tonquédec, par. de ce nom, de Mezle, par. de Plounévez-du-Faou, — de Chateaugal, par. de Landeleau, — de Gournois, par. de Guiscriff, — de Bruillac, par. de Plounérin, — de Coëtangarz, par. de Plouzévédé, — de Kerbasquiou, par. de Plouëzal, — de Keranroux, par. de Plufur, de Keraldanet, par. de Lannilis, — de Keryvot, par. de Milizac, — de Kermorin, par. de Saint-Thégonnec. » |
| Deskrivadur : « Treustellet en aour hag en gul a c’hwec’h pezh » |
| A c’hell bezañ gwelet e : <> Sant-Servez — kalvar ar bered |
DE COËTIVY
|
| An tiegezh-mañ a gav e orin e maner Coetivy, e parrez Plouvien, a zo bremañ e kumun ar Vouc’h-Gwenn. Ar Goetivied a oa an aotrouned a Goetivy, Ménant, Froutgel, Runinisi (an tri lec’h-se e Gwitalmeze), Forestic (e Plouedern), Tregouroy (Gwipavaz) ha Kerhuon. |
| Deskrivadur : « Treustellet en aour hag en sabel a c’hwec’h pezh » |
| A c’hell bezañ gwelet e : |
COURTOIS DU BEUZIDOU
|
| E XV vet kantved, an aotrou Beuzidou ( trev Lannurvan e parrez Dirinonn), Kerandraon (parrez Lanneured), Botquenal (parrez Loperc’hed). Kendeuziñ a reas an tiegezh-mañ gant hini ar Vayer e 1500. |
| Deskrivadur : « En arc’hant e deir joskenn gouezhoc’h en sabel. » |
| A c’hell bezañ gwelet e : |
ENCUFF DE MESGRALL
|
| (pe Dencuff) Aotrou Mesgrall e Sant-Divi. E 1569 e kendeuzas an tiegezh-mañ gant tiegezh Penfeuntenyo (pe Penfeunteniou). |
| Deskrivadur : « Palefarzhet en 1 ha 4 en glazur plezhek en arc’hant a zo Kerguen, e 2 ha 3 : en arc’hant e deir joskenn gouezhoc’h en sabel, evel Courtois. » |
»|
|A c’hell bezañ gwelet e :
<> Sant -divi — Iliz, sablezenn ar c’hreisteiz : skoed Mesgrall koublet gant hini Penfeuntenioù
<> Sant-Divi — Chapel Sant-Yann de La Haye : skoed eilpennet war bignon ar c’hornôg|
»