An ardamezioù a c’heller gwelet e traoñienn an Elorn

Ardamezioù treset gant an Apeve

 

HUON DE KEREZELLEC

Aotrou Kerezelec (Trelevenez) ha Lesguen (Sant-Fregan).
Deskrivadur : « En gul, e bemp kroaz kroaziganek en arc’hant en kroaz »
A c’heller bezañ gwelet e :
<> Trelevenez— iliz, kazel ar c’hreisteiz : murlivadurioù ha bolz-eñvor.

LE JAR

En aozadur an eskopti Leon e 1443 e oa renket Yann Iar (Jar), aotrou Penancoet, e-touez an noblañs e Plouedern.
Ar Jared a oa ivez aotrouned de Clesmeur, de Lannoster (Plabenneg) ha de Chef-du-Bois (Plouedern).
Deskrivadur : « "En arc’hant, e yar e sabel, klipennet ha barvet e gul, pigoset hag iziliet en aour" »
A c’heller bezañ gwelet e :
<> Lanneured — diabarzh an iliz : e-harz delwenn Santez-Anna gant ar Werc’hez.
<> Lanneured — Moger su ar sakrestiri. Warnañ ivez an ardamezioù Le Jar koublet gant Gourio de Lannoster.