Penn-chantele : darn eus an iliz zo a-dreñv an aoter-vras ; (mogerioù, gwerennoù-livet, toenn ar chantele, absidennoù pe absidiolennoù ... a ya d’ober anezhañ). War-bouez un nebeud degouezhioù dibarek e vez lec’hiet e tu ar c’huzh-heol. E traoñienn an Elorn e kaver tri seurt penn-chantele :
Ar penn-chantele plat (pe bevarc’hognek) zo ar stumm koshañ ha simplañ. Klotañ a ra gant ar savadurioù dezho ur werenneg veur a-dreñv an aoter-vras. Daoust da-se, n’eo ket sklêrijennet a-walc’h ar chantele.
Ilizoù dezho ur penn-chantele plat : Ar Roc’h-Morvan, Sant-Tomaz Landerne, Landivizio, Lanneured, an Treoù, Penn-ar-C’hrann, Plouedern, Gwineventer, Sant-Divi, Tremaouezan.
Ar penn-chantele hantergelc’hiek a gaved stank er mare romanek hag hiziv c’hoazh er rannvroioù ’zo n’en doa ket kavet plas e kalon saverien traoñienn an Elorn er XVIvet ha XVIIvet kantved panevet e Plouziri.
Ar penn-chantele lieskornek, er c’hontrol, a vo splann e verzh kerkent ha penn kentañ ar XVIvet kantved, a-drugarez da savourien an tiegezh Beaumanoir, eus Plougonven pe M/Vontroulez. Ne seblant ket e oa bet ijinet ar stil nevez-se gant ar "Belmanered" met gouezet o deus ledañ anezhañ e Bro-Leon, ha d’o heul savourien all.
Sevel pennoù-chantele trizalbennek eo pennreolenn an doare-ober-se, pep hini eus an talbennoù zo toullet gant ur prenestr. Gant donedigezh ar sternioù-aoter barok e oa bet lakaet, en ilizoù ‘zo, ur stern-aoter bras e plas ar prenestr kreiz, sklêrijennet gant ar prenestroù kostez. Ar prenestr kreiz, deuet da vezañ didalvez, a vo stanket gant ur voger. E-kerzh ar XVII vet kantved e veze savet alies ur voger dall e-kreiz kerkent ha ma veze savet ar penn-chantele (skouer : Lokmelar).
Heverk eo ar Penn-chantele giz Beaumanoir gwelet eus an diavaez. Pep hini eus an tri zalbenn a zo goloet gant ur gabl begek dezhañ e skoazioù a vez kinklet alies gant kammelloù pe k/grogoù. Diribinoù an teir zoenn a-us d’ar chantele a stumm kanioù, a vez graet noedoù anezho, en o c’hej ; alese an anv all roet d’ar stil-se : penn-chantele e noedoù lies.
War ar patromoù kempleshañ e vez kreñvaet kornioù ar chantele gant skoazennoù goloet gant ul leternig. Dour-glav a red en noedoù ha tremen a ra dre doulloù ar skoazennoù a-raok bezañ skarzhet dre ar gargoulioù.
E traoñienn an Elorn : Bodiliz, Gwimilio, Ar Merzher, Lambaol-Gwimilio, Lokeginer, Lokmelar, Sant-Kadoù (Sizun), an Dre-Nevez, Sizun
An dibab da sevel ur penn-chantele lieskornek a oa bet graet en ilizoù ’zo, ha se, kerkent ma veze savet pe adnevezet, da lavaret eo, diouzh ur savouriezh simploc’h, rak n’eus na c’habl na noued da sevel : a-blaen eo lein o zalbennoù ha meur a zirabañs a ya d’ober an doenn.
Skouerioù : Kommanna, Dirinonn, Sant-Servez, Trelevenez.