Aoter-vras Sizun (Maurice le Roux)
Arz / micher
Kizeller-koad ha livour
Buhezskrid
Eus ur familh a gizellerien er XVIIvet kantved e tiskenn Maurice Le Roux a oa oberiant e-unan etre 1658 ha 1674 e Landerne.
Oberennoù
<> Lokronan – Iliz Sant-Ronan : stern-aoter ar Rozera e 1668.
<> Brasparzh – Iliz : stern-aoter ar Rozera e 1668.
<> Bodiliz – Iliz : tapet gantañ marc’had stern-aoter ar Rozera e 1669.
<> Bodiliz – Iliz : stern-aoter an tiegezh santel e 1674.
<> Bodiliz – Iliz : stern-aoter Sant-Jozeb
E-keñver o stil eo bet lakaet war e anv :
<> Kommanna – Iliz : stern-aoter Sant-Salver.
<> Sizun – Iliz : aoter-vras ar XVIIvet kantved.
<> Trelevenez – Iliz : aoter-vras ar XVIIvet kantved.
<> Kastellin – Chapel Itron-Varia : an aoter-vras.