Kloc’hdi Belmaner (Gwimilio)
|
| Arz / micher Pennsavour, pennaozour, bener-mein |
| Buhezegezh Ar Belmanered, anezho ur familh pennaozourien war labour ar maen eus Montroulez o deus enskrivet don ha splann o anv el luskad arzel gotek flammek (1350-1550) o ren er mare-se e Breizh-Izel hag en Europa a-bezh. Kontet e vez abaoe 1938 — gant R. Couffon dreist-holl — ez eo chapel Sant-Nikolaz e Plufur (Aodoù-an-Arvor) a vefe skouerenn orin ar c’hiz Beaumanoir, anvet evel-se dre ma oa bet lakaet war gont ar familh Beaumanoir, ha dreist-holl war gont Fulup (XVIvet kantved). Koulskoude, pennaozourien all o doa adkemeret ar patromoù-se hag ar stil Beaumanoir. Er familh-mañ e c’haller menegiñ an anvioù-bihan-se : > Jehan (anvet an Henañ) : bener-mein > Sten : pennaozour, pennsavour, bener-mein > Frañsez : eus Plestin ; mañsoner pe b/vener-mein > Jehan I (ar memes evel « an Henañ » ?) : bener-mein > Jehan II : bener-mein > Fulup (anvet ar Yaouankañ) : bener-mein ha pennaozour > Ivon |
| Oberennoù Ar Belmanered o doa taolet brud war o anv dre sevel kloc’hdioù ha pennoù-chantele. Ar c’hloc’hdi-moger Beaumanoir a ro an tu da guzulioù ar Fabrik da lakaat sevel ur c’hloc’hdi seul doujabloc’h ma‘ z eo marc’hadmatoc’h eget ur c’hloc’hdi-tour. Ar penn-chantele giz Beaumanoir a zegas muioc’h a sklêrijenn e diabarzh ar c’heur hag, eus an diavaez, e dri zalbenn a ginnig un tres meurdezus. An nevezentioù-se a ra skol en eskopti Leon. E traoñienn an Elorn : <> Gwimilio - Iliz : savet e vije bet ar c’hloc’hdi gant Fulup Beaumanoir, hervez R. Couffon. <> Un niver bras a ilizioù o deus kloc’hdioù pe pennoù-chantele "giz Beaumanoir" hep bezañ bet savet gant ar stalioù-labour Beaumanoir. |